Unelfenn gimiek eo arrodiom ;Rh eo earouez kimiek,45 eniver atomek ha102,905 edolz atomek. Urmetal ardreuzat eo.
Teskad arpalladiom (TaP) a reer eus ar metaloù ardreuzat45Rh,44Ru,46Pd,76Os,77Ir ha78Pt.
Unan eus ar metaloù ralañ en Douar eo ar rodiom, alese e briz uheloc'h eget hini anaour ; diaes eo e dennañ eus kailhoù ma vez kemmesket gant palladiom, platin,argant hag aour.
Nebeut-tre ag elfennoù eus TaP a vez tennet eus an douar, war-dro 400 tonennad e 2011, enno un 20 tonennad rodium hepken a vloaz da vloaz. EusSuafrika e teu ar rodiom dreist-holl (war-dro 80 %), heuliet gantRusia.[1]
Diwarskiriadur derc'hanelizotop anuraniom-235235U e teu rodiom, neuze e c'hallfed e genderc'hañ dre implijout uraniom kozh arc'hreizennoù nukleel ; ret e vije avat mirout izotopoùskinoberiek ar rodiom degadoù-pad a-benn izelaat o skinoberiegezh, ar pezh na dalvezje ket ar boan hervez reolennoù anarmerzh.
Gant arc'himioursaoz William Hyde Wollaston e voe hiniennekaet ar rodiom e1803, diwar un tamm kailh platin deuet eusSuamerika. Eus anhenc'hresianeg ῥόδονrhodon, "liv roz" e teu an anvrodiom.
Ur metal kalet liv an argant eo ar rodiom, 12,45g/cm3 e zouester. E 1 964°C e teuz, en ur lonkañoksigen a vez advannet enaergelc'h pa zistro ar metal da galet. E 3 695 °C e verv.
Uhel eodisvannusted ar rodiom, da lavaret eo ez adkas an darn vuiañ eus ar gremm a sko outañ (gwarellvaez pec'houloù.
Ne c'haller ketoksidañ ar rodiom, zoken dre e dommañ ; ne vez taget ganttrenkenn ebet, hogen tu zo d'ezileizhañ un tammig endour real (HNO3 + 3HCl).
Petra bennak ma 'z eo + 3niver oksdidadur ar rodium peurliesañ ez eus bet gwelet stadoù + 0 betek + 6.
103Rh eo anizotop nemetañ a gaver en natur a-douez ar 25skinizotop a anavezer, eus93Rh betek117Rh.
- Greanterezh : 80 % eus ar rodiom a vez kenderc'het a ya da fardañemdroerioù treluskel evit arc'hirri-tan a-benn digreskiñ arsaotradur. Ergwer e lakaer rodiom ivez, war ar melezourioù pergen en abeg d'e disvannusted uhel. Lakaet e vez e kendeuzadoù platin ha palladiom evit ma ne verglfent ket ; en ardivinkoù a labour e gwrezverkoù uhel (fornioù da fardañ gwer, da skouer) ez arverer ar c'hendeuzadoù-se. Kenstokoùtredanel a vez gwisket gant rodiom evit na verglfent ket.
- Kimiezh : arveret e vez eveltrelusker.
- Bravigerezh : plakennet e vez an aour gwenn gant rodiom evit ma vije skedus, hag an argant evit ma ne vije ket oksidet. Lod bravigoù ker-ruz zo e rodiom penn-da-benn daoust da galeter ar metal-se.
- American Chemical Society(en)Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol,Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008ISBN 978-2-901383-69-7Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol,Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique,Gallica /Bibliothèque nationale de France(fr)Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report)Pure an Applied Chemistry(en)Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All ElementsNational Institute of Standards and Technology(en)Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM)(fr)Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D.,Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005ISBN 978-0-471-61525-5(en)
- DEPOVERE Paul,La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
- EMSLEY John,Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001ISBN 978-0-19-850341-5(en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy,Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman,History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001Brookhaven National Laboratory(en)Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC)(en)Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna)(en)Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R.,CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007ISBN 978-0-8493-0488-0(en)
- National Nuclear Data Center(en)Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry(en)Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert,A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996ISBN 978-0-19-508083-4(en)
- Webelements(en)Liamm oberiant 26 HER 2012