Robert Fico (distaget [ˈrɔbert ˈfitsɔ] e slovakeg ;Topoľčany,15 a viz Gwengolo1964) zo ur politiker slovak hag a zo kentañ ministrSlovakia abaoe miz Here 2023. Er garg-se e oa bet div wech c'hoazh, etre ar 4 a viz Gouere 2006 hag an 8 a viz Gouere 2010 hag etre ar 4 a viz Ebrel 2012 hag an 22 a viz Meurzh 2018.[1].
Ezel eo eus ar strolladSmer–sociálna demokracia (SMER-SD) hag a voe trec'h en dilennadeg kannaded e 2006, gant ouzhpenn 30% eus ar mouezhioù[1].
E 1986 ez eas e-barzhStrollad Komunour Tchekoslovakia ; e 1999 e savas e gostezenn dezhañ anvet SMER hagg e 2006 e voe trec'h en dilennadeg kannaded. Trec'het e voe e 2010 gant strolladoù eus an tu-dehoù ha tu-kreiz, met e 2012 e teuas e penn ar vro evit an eil gwech, evel kentañ ministr. E 2016 ez eas ar maout gantañ adarre.
War an dachenn bolitikel e embann bezañ eus an tu-kleiz, sevel a ra a-enep levezon ar Stadoù Unanet en e vro hag a-enep sikour, gant arc'hant ha gant armoù,Ukraina enhe stourm a-enep Rusia[2].
D'ar 15 a viz Mae 2024 e voe tennet warnañ, eHandlova, goude un emvod politikel eno, ha kaset e voe d'an ospital. Ar skrivagner slovakekJuraj Cintula eo an hini en doa tennet warnañ evit e lazhañ ; harzet e voe diouzhtu[3].