Rannet e oa bed ar bevien e div riezad gantLinné : Animalia evit alloened ha Vegetabilia evit arplant (Lakaet e oa bet armaenadoù en un trede riezad gant Linné : ar Mineralia). Rannet e oa bet pep riezad ekevrennadoù gant Linné da gentañ. Diwezhatoc'h e vodas anezhe eskourradoù evit al loened hag e rannadoù evit ar plant. Pa oa bet dizoloet ar bevien a yae ur c'hellig d'o ober hepken (unkelliged) e voent rannet etre an div riezad : ar re a oa gouest da fiñval er skourrad eus riezad al loened anvetProtozoa, hag ar bezhinoù livet hag arbakteri e rannad ar plant anvet Thallophyta pe Protophyta. Koulskoude e oa kalz spesadoù hag a oa diaes da lec'hiañ pe a veze lakaet e riezadoù disheñvel hervez ar skiantourien : da skouer, ar bezhinEuglena zo gouest da zilec'hiañ hag ar mycetozoa amibennheñvel ivez. Abalamour da gement-se e kinnigasErnst Haeckel krouiñ un trede riezad anvetProtista evite[3],[4].
Pa oa dizoloet e oa disheñvel framm kellig arbakteri diouzh hini arbevedegoù all (ar c'helligoù bakteri o deus pep a kroc'henenn pe ziv war o gorread, pe e-kichen, pa vez kempleshoc'h framm arbevedegoù all, dezhe unnukleüs habenvegelloù all rannet gant kroc'henennoù e diabarzh ar c'helligoù) e kinnigas Chatton rannañ ar bevien e div impalaeriezh :bevedegoù gant un nukleüs enEukarioted ha bevedegoù hep nukleüs erProkarioted[5].
Kinnig Chatton ne reas ket berzh diouzhtu. Heuliet e voe un hent klaseloc'h gant reizhiadHerbert Copeland, a roe ur riezad disheñvel d'ar prokariot, anvet Mychota da gentañ metMonera pe Bacteria diwezhatoc'h[6]. Reizhiad Copeland, gant peder riezad a lakae an holl eukariot na oant ket loened pe plant er riezadProtista[7].
Dont a reas war wel tamm-ha-tamm pegen pouezus e oa ar c'hemm etreprokarioted hageukarioted, ha Stanier ha van Niel a vrudas reizhiad Chatton, enni div impalaeriezh, er bloavezhioù 1960[8].
Krouet e voe ur pempvet riezad evit arFungi gantRobert Whittaker. Ar reizhiad-se, dezhi pemp riezad, kinniget e 1968, zo deuet da vezañ ar muiañ implijet hag ez eo implijet atav e kalz studiadennoù gant un nebeud gwellaennoù, peotramant evel diazez reizhiadoù nevesoc'h gant meur a riezad. Diazezet eo dreist-holl war disheñvelderioù ermagerezh: ar Plantae zoaototrofed lieskelligek dreist-holl, en Animalia emañ anheterotrofed lieskelligek, hag er Fungi emañ arsaprotrofed lieskelligek. An div riezad a chom, Protista ha Monera, a vod bevien unkelligek hag eeun[9].
Taolenn eus reizhiadErnst Haeckel gant teir riezad (Plantae, Protista, Animalia) embannet eGenerelle Morphologie der Organismen, 1866).
Er bloavezhioù war-dro 1980 e veze taolet kalz a evezh ouzh arfilogeniezh hag ouzh un termenerezh nevez eus ar riezadoù, dezhe da vezañ strolladoùunfiletek, da lâret eo strolladoù graet eus bevedegoù kar en un doare tost a-walc'h. An Animalia, Plantae, ha Fungi a veze lakaet da strolladoù diazez a vode furmoù buhez kar tost peurliesañ, ha lakaet e veze ar furmoù all e-touez ar Protista. Studiadennoù diazezet war anTRNr gantCarl Woese a rannas arprokarioted (ar riezad Monera) e div riezad anvetEubacteria hagArchaebacteria. Klask a reas Carl Woese sevel ur reizhiad enni teir riezad ma veze bodet plant, loened, Protista, ha Fungi e riezad aneukarioted. Mont a rae an Eubacteria hag an Archaebacteria d'ober an div riezad all. Da gentañ e tiwanas implij ar "reizhiadoù enne c'hwec'h riezad" eus ar c'hendeuzadur eus reizhiad klasel ar pemp riezad hag eus reizhiad Woese, enni teir riezad. Hevelep "reizhiadoù enne c'hwec'h riezad" zo deuet da vezañ implijet stank e kalz studiadennoù[10].
Meur a riezad eukarioted nevez a oa kinniget ivez, met argaset e voe buan ar pep brasañ anezhe, lakaet d'ober skourradoù pe "phyla", pe dilezet penn-da-benn. An hini nemeti a vez implijet stank c'hoazh eo ar riezadChromista kinniget gantCavalier-Smith, enni bevedegoù evel antali, andiatomea, hag anOomycota. Evel se eo rannet an eukarioted e tri strolladheterotrofek dreist-holl, an Animalia, ar Fungi, hag ar Protozoa, ha daou strollad boudoù a vev diwarluc'hkevanaoz dreist-holl : ar Plantae (en o zouez ar bezhinruz haglas) hag ar C'hromista. Koulskoude n'eo ket bet implijet stank ar reizhiad-se abalamour ma'z eus diskred evit a sell ouzhunfiletegiezh an div riezad diwezhañ.
Woese a lakae ar pouez war an heñvelderioù genetek muioc'h evit war an neuz diavaez hag an emzalc'h, oc'h harpañ e rummatadur war keñveriadennoù eusgenoùTRNr arribosomoù e live armolekuloù evit dibab rummadoù e rummatadur. Ne denn ket ur blantenn d'ul loen da welet, met e live ar c'helligoù e weler e vod an daou strolladeukarioted, dezhe ar memes urzhiadur e-diabarzh ar c'helligoù, gant nukleüsoù er c'helligoù peurgetket, na gaver ket en Eubacteria hag en Archaebacteria. Ar pezh zo pouezusoc'h, plant, loened, fungi, ha protisted zo heñveloc'h an eil re ouzh ar re all evit a sell o framm genetek e live ar molekuloù, hervez ar studiadennoù renet diwar anTRNr, evit ma'z int pe ouzh an Eubacteria pe ouzh an Archaebacteria. Dizoleiñ a reas Woese ivez e oa tostoc'h en un doare genetek an holl eukarioted, bodet a-gevret en ur strollad, d'an Archaebacteria evit d'an Eubacteria. Kement se a dalvez ez eo an Eubacteria hag an Archaebacteria strolladoù disheñvel memes pa o c'heñverier gant an eukarioted. Abalamour da se e tiazezas Woesereizhiad an tri Damani, a ziskouez splann ez eo tostoc'h an holl Eukarioted war an dachenn c'henetek pa geñverier o c'herentiezh c'henetek etrezo hag an hini o deus gant ar bacteria pe an archaebacteria, hep bezañ rediet da sevel ur reizhiad enni teir riezad e-lec'h "reizhiad ar c'hwec'h riezad". Reizhiad an tri damani zo ur "reizhiad enni c'hwec'h riezad" a vod ar riezadoù eukarioted e damani an Eukarya zo diazezet war o heñvelder genetek tost a-walc'h p'o c'heñverier gant damani ar Bacteria hag hini an Archaea. Anavezout a reas Woese ivez ne oa ket riezad ar Protista ur strollad unfiletek hag e c'hallfe bezañ rannet muioc'h e live ar riezad. Lod all o deus rannet riezad ar Protista e Protozoa hag e Chromista, da skouer.
(N'eo ket disi ar c'hevataldedoù diskouezet en daolenn-mañ. Da skouer e laka Haeckell ar bezhin ruz (ar Florideae diouzh Haeckell ; ar Florideophyceae hiziv an deiz) hag ar bezhin glas-gwer (an Archephyta diouzh Haeckell ; ar Cyanobacteria hiziv) e-touez ar Plantae, met er rummatadurioù a vremañ e vez sellet oute evel protisted ha bacteria. En desped d'an dra-se ha da zireizhderioùigoù all e pourvez an daolenn-mañ ur sell eeun a c'hall bezañ talvoudus memes tra.)
↑E. Chatton,Titres et travaux scientifiques,Sette, Sottano, Italia, 1937
↑H. F. Copeland, "The kingdoms of organisms",Quart. Rev. Biol., 1938, XIII, 383–420
↑H. F. Copeland,The Classification of Lower Organisms, Palo Alto, 1956
↑R. Y. Stanier ha C. B. van Niel, "The concept of a bacterium",Arch. Microbiol. levrenn 42, 17–35
↑R. H. Whittaker, "New concepts of kingdoms of organisms",Science 1969 levrenn 163, 150–160
↑C. R. Woese, W. E. Balch, L. J. Magrum, G. E. Fox ha R. S. Wolfe, "An ancient divergence among the bacteria",Journal of Molecular Evolution, 1977, IX, 305-311
↑Linnaeus, C. (1735).Systemae Naturae, sive regna tria naturae, systematics proposita per classes, ordines, genera & species.
↑Haeckel, E. (1866).Generelle Morphologie der Organismen. Reimer, Berlin.
↑Whittaker, R.H. (January 1969). "New concepts of kingdoms of organisms".Science163 (3863): 150–160.DOI:10.1126/science.163.3863.150
↑ (August 1977) "An ancient divergence among the bacteria".Journal of Molecular Evolution9 (4): 305–311.DOI:10.1007/BF01796092
↑ (November 1977) "Phylogenetic structure of the prokaryotic domain: the primary kingdoms".Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America74 (11): 5088–5090.DOI:10.1073/pnas.74.11.5088
↑ (1990) "Towards a natural system of organisms: proposal for the domains Archaea, Bacteria, and Eucarya.".Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America87 (12): 4576–4579.DOI:10.1073/pnas.87.12.4576