Republik Sina (esinaeg 中華民國/中华民国Zhōnghuá Mínguó) eo anv ofisiel ar Stad a zo en he dalc'hEnez Taiwan hag 167 enezenn all.Taiwan (e sinaeg hengounel 臺灣 ; e sinaeg eeunaet 台湾 ; e pinyinTáiwān) a vez graet anezhi alies ivez. Gant ar memes ment haBreizh (36,197 km²) met ur boblañs tost 5 gwech brasoc'h (23,5 milion a dud e 2022) he deus Taiwan unan eus ekonomiezhioù kreñvañ ar bed. Ur renad demokratel daoustrolladek eo, ha seizh yezh zo anavezet en ur mod ofisiel. Ur Stad dizalc'h hagemveliek eo, met n'eo ket anavezet gantRepublik Pobl Sina, he amezeg bras, ha n'eo ket dileuriet ken enAozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1971.
Er bloaz1947 e oa en em dennet renerienRepublik Sina (1912-1949) daDaiwan o tec’hel kuit rak an armeadoù komunour a yeas an trec’h ganto war ar c'hevandir betek ma voe disklêrietRepublik pobl Sina e1949. Hiziv hon deiz n'eo ket anavezet Republik Sina gant Sina poblek hag a wel anezhi evel he frede proviñs war-ugent.
23 245 018 a dud a oa o chom er vro e 2012, hag istimet eo da vezañ tizhet 23,894,394 a dud d'ar 1añ a viz Gouere 2022[1].
Hervez ar gouarnamant eo 95% eus ar boblañs eus argenelHan, ha 2,4% a zoaostronesian.
Arbaseball hag arbasket-ball zo an daou sport pennañ er vro. E baseball e oa renket skipailh broadel ar baotred ha skipailh broadel ar merc'hed niverenn 2 e renkadur etrebroadel an WBSC miz Kerzu 2021.
| Istor Sina |
|---|
| Istor mojennel | |  | | | Eil ha Iañ milved a-raok J.-K. | | | Iañ milved goude J.-K. | | | | Eil milved goude J.-K. | Impalaeriezh Sina | | | XXvet kantved | |
| | |
|