Urrekipe zo un tamm testenn a zispleg an doare dafardañ ur meuz. En destenn-se e kaver ur roll danvezennoùboued hag ur roll oberoù da gas da benn evit fardañ ar meuz-se. Displeget e vez enni petra ar c’hementadoù boued zo da gaout diouzh an niver a brederien, an amzer fardañ, an amzer hag an doare daboazhañ...
Ar rekipeoù a vez desket a rumm da rumm peurvuiañ. Ul lodenn e vezont, neuze, eushêrezh sevenadurel pep pobl. Alies-mat e vez lakaet ar rekipeoù-se dre skrid evit ma vo aesoc’h d’an dud o deskiñ. En ur vodañ meur a destenn e c’haller sevellevrioù keginañ, enno rekipeoù e-leizh.
Ar rekipeoù koshañ a anavezer a voe "embannet" da vareBabilonia : teir zablezenn, eus war-dro 1600 vloaz a-raok J.K., miret hiziv eskol-veur Yale er Stadoù-Unanet. Ul levr keginañ kozh all eo anApicius, skrivet gantRomaned erIVe pe erVvet kantved goude J.K.