Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Regensburg

Eus Wikipedia
Regensburg
Regensburg
Lec'hiadur
Lec'hiadur Regensburg en Alamagn
Ditouroù
Gorread80,76  km²
Poblañs151 838 (2005)
Stankted1843 annezad/km²
Uhelder326 m
Kod post93001, 93059
Kod pellgomz0941
Politikerezh
BroAlamagn
LandBavaria
Karterioù(Ortsteile)18
Bürgermeister (Maer)Hans Schaindinger,CDU

Internetwww.regensburg.de

Regensburg a zo ur gêr eusAlamagn, eLandBavaria. Kêrbenn distrig Pfalz-Uhel ha hiniLandkreis Regensburg eo. Dre Regensburg e tremen ar stêrDanav. A-fet ment ez eo pevare kêrBavaria, goudeMünchen,Nürnberg hagAugsburg. D'an13 a viz Gouere2006 o bet lakaet kêr gozh Regensburg war listenn glad ar bedUNESCO.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E hanternoz ar stêr Danav emañ Regensburg, er genoù ma kej div adstêr dezhi, ar stêrRegen hag ar stêrNaab. Div enezenn war ar stêr Danav a zo e tiriad Regensburg : enezennUntere Wöhrd hag enezennObere Wöhrd. Karter Stadtamhof a oa e penn-kentañ war ribl norzh ar stêr Danav, ha dont a reas da vezañ un enezenn pa voe savet Kanol Europa[1].

Kumunioù tost

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar c'hêrioù hag ar c'humunioù da-heul a zo tost ouzh Regensburg, hag e-barzhLandkreis Regensburg[2]:Lappersdorf,Zeitlarn,Wenzenbach,Tegernheim,Barbing,Neutraubling,Obertraubling,Pentling,Sinzing haPettendorf.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar porzh e1924

ArRomaned a savasCastra Regina e179, en ul lec'h ma oa Kelted, ha ma kej ar stêrRegen ouzh ar stêrDanav. E-pad ar prantad merovingian e oa Regensburg kêrbenn ar vBavarii hag annez anAgilolfing, hag int duged kentañBavaria. E739 e voe krouet an eskopti gantsant Bonifas. E bar he brud e voe Regensburg enXIIvet/XIIIvet kantved, peogwir e oa e-kreiz meur a hent kenwerzh a-bouez. D'ar mare-se e voe savet savadurioù bras Regensburg : arSteinerne Brücke (pont mein 310 metrad hirder dezhañ, bet savet a-us ar stêrDanav etre1135 ha1146), an iliz-veur c'hotek (kensakret e1276), anAltes Rathaus (ti-kêr kozh) ha tourioù ar vrientinien.

E1245 e voe lakaet Regensburg da gêr dieub an impalaeriezh ("Freie Reichsstadt") gant an impalaerFriedrich II, neuze e vo damemren Regensburg a-fet politikerezh. E-pad ar c'hantvedoù da-heul e voe bodet parlamant ("Reichstag") an impalaeriezh meur a wech e Regensburg. E-pad Reichstag1542 e klaskas an dud kavout un emglev etre ar gatoliked hag izili an Disivoud, met ne zeujont ket a-benn. Lennegourien evelPhilipp Melanchthon peBucer a gemeras perzh er vodadeg-se. E1663 e voe lakaet Regensburg da sez peurbad ar parlamant ("Immerwährender Reichstag"). E Regensburg e voe divodet an Impalaeriezh ("Reichsdeputationshauptschluss") diwar urzhNapoleon e1803. E1810 e voe staget Regensburg ouzhrouantelezh Bavaria, hag a oa bet krouet gant Napoleon.

An iliz-veur

E-pad arBrezel bed kentañ e voe aozet kamp prizonidi brasañ Bavaria e Regensburg.Ne voe ket kalz a zistruj e Regensburg e-pad anEil Brezel-Bed, peogwir ne oa ket diorroet ar greanterezh. Goude ar brezel ez eo embregerezhioù sevel kirri (BMW,Continental) hag elektronek (Siemens,AEG,Toshiba), hag a voe diazezet e Regensburg, ar pezh a roas nerzh en-dro d'ar rannvro a-bezh a-fet armerzh. Skol-veur Regensburg a vo krouet e1967, hag ez eus ouzhpenn 20 000 studier enni en deiz a hiziv.

An iliz-veur c'hotek

Relijion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eskopti Regensburg a voe savet e739 gant ar pabBonifas, ha meur a gouent a voe savet er bloavezhioù da-heul. Ul lodenn eus proviñs-iliz Mainz e oa eskopti Regensburg er penn-kentañ, goude-se evoe ul lodenn eus arc'heskoptiSalzburg. E penn-kentañ anXIIIvet kantved e voe bodet hollSchottenklöster Alamagn en ur vreuriezh, en he fenn abad manati skosat Regensburg. Darrempredoù stank o doe gant tudCashel enIwerzhon. E1528 e voe degemeret an Disivoud e Regensburg. Met bez e oa bepred eus sez an eskopti ha meur a gouent ivez, setu ma chomas bras plas ar gatoliked e kêr, betek dont da vezañ ar relijion bouezusañ goude ma vije bet degemeret divroidi.

Ti-kêr Regensburg

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

War-raok ez eas diorren armerzh Regensburg e1967 pa voe savet ar skol-veur hag ar skol-uhel evit an arbennigourien. E miz Even2006 e oa 6.2% an dregantad a dud dilabour e Regensburg, da lavaret eo dindan keidenn Bavaria.

An niver a dud o labourat e Regensburg e2005, hag an tachennoù-labour :

  • servijoù : 32 844 den
  • greanterezh treuzfeurmiñ : 30 387 den
  • kenwerzh : 11 365 den
  • melestradur ar strollegezhioù lec'h : 6 147 den
  • media ha transportoù : 4 607 den
  • kred hag asurañs : 3 220 den
  • sevel tiez : 2 458 den
  • labour-douar ha labour ar c'hoad : 75 den
  • traoù all : 1 192 den

Hentoù-houarn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre Regensburg e tremen un trenEurocity bep div eurvezh. Un tren perc'hennet gantDeutsche Bahn eo, al ilenn o vezañ Nürnberg - Regensburg - Passau - Vienna. Betek ma vefe savet ha digoret ar ganol Roen-Main-Danav e1992 e oa dre al linenn-se ma teue ar muiañ a vadoù daAlamagn.Abaoe m'eo bet lemet an trenioùInterzone ha lakaet ar reInterregio en o flas n'eus ket kement-se a drenioù a dremen dre Regensburg. Trenioù-rannvro a dremen drezi : Regensburg -Landshut -München, Regensburg -Weiden -Hof ha Regensburg -Ingolstadt -Ulm. Al linennoù tren daAlling ha daFalkenstein a oa bet lemet nebeud amzer goude an Eil Brezel-Bed.

Transportoù-kêr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Regensburger Verkehrsverbund, RVV eo anv ar rouedad transportoù-kêr. 73 linenn bus a zo, ha 300 bus en holl[3]. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e voe raktreset toullañ un hent-riboul, met dilezet e voe. Un tramway a voe e Regensburg etre1903 ha1964. A-raok anEil Brezel-Bed e oa peder linenn ha 12,3 km hentoù tramway. Diskaret e voe tamm-ha-tamm etre1955 ha1964.

Gourhentoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gourhentoù a dremen dre Regensburg :

Hentoù broadel :

Tri hent touristelezh a dremen dre Regensburg : hini alLimes, hini impalaerien Alamagn ha rouaned Bavaria, hag ivez hent europeanGoethe.

Kanol european Roen-Main-Danav

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Porzh brasañ Bavaria eo hini Regensburg. Ur porzh stêrioù eo, lec'hiet war ar ganol european Roen-Main-Danav. E2003 e voe treuzksavet 6 681 000 tonenn drezañ. Ur porzh implijet da dreuzkas madoù etreMor an Hanternoz ha reter Europa eo.

Hentoù evit ar marc'hoù-houarn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E-kreiz meur a hent evit ar marc'hoù-houarn emañ Regensburg : hini an Danav, hini Waldnaabtal/Naabtal (a gas eus Bärnau da Regensburg) hini ar Regental (eus Regensburg daEisenstein), hent alLimes (eus Bad Hönningen da Regensburg) ha hini Falkenstein-Festpiel-Chambtal (eus Regensburg daFurth im Wald).

Regensburg
Regensburg

Gevellerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. A-drugarez d'ar ganol-se e c'hall ar bagoù tremen e-biou da gêr gozh Regensburg.
  2. Gweloutkartenn lec'hienn ofisiel al Landkreis
  3. (de)Regensburger Verkehrsbund
  4. (en)Who is Aberdeen twinned with?

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

g  ka  ke
KêrioùAlamagn renket hervez an niver a annezidi
1 milion pe ouzhpennBanniel Alamagn
500 000 pe ouzhpenn
200 000 pe ouzhpenn
100 000 pe ouzhpenn
g  ka  ke
Glad bedel (UNESCO) enAlamagn
Sevenadurel

Iliz-veur Aachen (1978) • Iliz-veur Speyer (1981) • Annez Würzburg (1981) • Iliz Wies (1983) • Kestell Augustusburg ha Falkenlust e Brühl (1984) • Iliz Itron Varia hag iliz Sant Mikael eHildesheim (1985) • Monumantoù roman Trier (iliz-veur Sant-Pêr hag iliz Itron Varia) (1986) • Harzoù an Impalaeriezh Roman(gant ar Rouantelezh-Unanet) (1987) • Kêr gozh Lübeck (1987) • Kestell ha liorzhoù Potsdam ha Berlin (1990) • Abati Lorsch (1991) • MengleuzioùRammelsberg, kêr gozhGoslar hareizhiad reoliñ dour Oberharz (1992) • Manati Maulbronn (1993) • Bamberg (1993) • Kêr gozh, kastell hag abatiQuedlinburg (1994) • Labouradegoù Völklingen (1994) • Iliz-veur Köln (1996) • Lec'hiennoù ar Bauhaus e Weimar ha Dessau (1996) • Monumantoù en enor da Luther enEisleben haWittenberg (1996) • Weimar klasel (1998) • Kastell Wartburg (1999) • Museumsinsel (Enezenn ar Mirdioù) e Berlin (1999) • Abati enez Reichenau eLenn Konstanz (2000) • Liorzhoù Dessau-Wörlitz (2000) • Mengleuzioù Zollverein enEssen (2001) • Kreiz kêrioùStralsund haWismar (2002) • Traoñienn uhelañ ar Roen kreiz (2002) • Ti-kêrBremen ha delwenn Roland er marc’hallac’h (2004) • Park Muskau / Park Mużakowski(gant Polonia) (2004) • Kêr gozh Regensburg ha Stadtamhof (2006) • Annezioù modern Berlin (2008) • Peulfoukennoù ragistorel en Alpoù (gantSuis,Bro-C'hall,Aostria,Italia haSlovenia) (2011) • Labouradeg Fagus en Alfeld (Leine) (2011)

Naturel

Mengleuz Messel (1995) • Faouegi kozh Alamagn  (2011) • Mor Wadden(gant an Izelvroioù) (2009)

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Regensburg&oldid=2122642 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp