Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Re Wenn (Finland)

Eus Wikipedia
Ar re Wenn e Ruovesi e 1918.

ArRe Wenn (finneg: Valkoiset, svedeg: De vita, rusianeg: Белофинны), peFinland Wenn, a oa un anv implijet evit ober anv eus ar gouarnamant ha nerzhioù lu renet gantsened kentañ Pehr Evind Svinhufvud. Enebet e oant ouzh ar re Ruz, peRepublik Sokialour Labourerion Finland, e-padBrezel diabarzh Finland (1918). An nerzhioù lu diazez a oa bet bezenoù Gwarded wenn, troadeienJäger, ha soudarded all emezelet. Disrannourien diouzhRusia, ar Jägers a oa repuet enAlamagn etre 1914 ha 1917. Eno e oant bet gourdonet mat, gortozet o doa distreiñ e Finland pa oa tost ar brezel diabarzh da gregiñ. Un darn anezho a oa bet o kemer perzh erC'hentañ Brezel-bed. Harpet e oa Re Wenn Finland gant an Impalaeriezh Alaman.

Soudarded gwenn, e-kreizUrho Kekkonen. Lakaet en devoa 13 gward ruz da vezañ fuzuilhet e-pad ar brezel diabarzh.

Ar Re Wenn na oant ket ur strollad unvan a-fed selloù politikel. An diazez a oa talañ ouzh ar gomunisted ha distreiñ da reolennoù ar sened (gouarnamantDugelezh Finland) a oa bet savet gant an holl strolladoù eus anEduskunta (parlamant) nemet ar strollad sokialour. Ar penn gouarnamant da c'hortoz evit ar Re Wenn a oaPehr Evind Svinhufvud, kannad ar sened d'ar mare-se. Ar penn brezel a oaCarl Gustaf Emil Mannerheim.

Dibunadenn e fin ar brezel diabarzh evit lidañ an trec'h.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Re_Wenn_(Finland)&oldid=1802994 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp