Rainbow Warrior eo anv lestr-arouezGreenpeace. Daou lestr zo bet en anv-se. An hini kentañ a oa bet kaset d'ar strad gant arservijoù kuzh an arme c'hall e1985. An eil zo o vont en-dro abaoe1989.
Dont a ra an anv-se eus ur vojenn eusAmerika an Norzh. Hervezi e vo lakaet ar bed en arvar un deiz gant lontegezh an dud hag e teuio soudarded ar ganevedenn (Rainbow Warriors e saozneg) da saveteiñ anezho.
ArRainbow Warrior kentañ a oa ul lestr bet prenet gantGreenpeace hag implijet e-pad ar bloavezhioù 1980 evit stourm a-enep anarnodoù nukleel gall a veze d'ar mare-se erMeurvor Habask, war iniziMoruroa haFangataufa.
E1985 en doa c'hoant Greenpeace da lakaat an arnodoù nukleel gall da baouez, dre-se e oa bet dibabet kas ar vag war al lec'h. War an hent e chomas a sav e porzhAuckland, eZeland Nevez, arservijoù kuzh gall a lakas ar lestr da darzhañ, lazhet e voe ur Portugalad war vourzh, kaset al lestr d'ar strad, ma krogas neuzeAfer ar Rainbow Warrior ha kudennoù politikel ha mediaouek.
Savet e1957 evel lestr-roueder, arGrampian Fame a zo bet adprenet e1987 gant Greenpeace. Goude labourioù bras e vo lakaet al lestr en dour d'an 10 a viz Gouere1989, 80 deiz goudepeñse lestr kentañ Green Peace. Marilhet eo enAmsterdam gant ar c'hod PC 8024[1].
Gant al labourioù e c'heller bremañ lakaat 28 den da gousket ennañ, muioc'h eget er stumm orin. Ouzhpennet ez eus bet ivez teirgwern evit ma c'hellfe mont war-raok gant an diesel hag an avel[1].
War al lestr ez ur vaghors-bord ha pevarc'hanod[1].
Un nebeud filmoù diwar-benn ar vag a zo bet sevenet evel :The Rainbow Warrior Conspiracy (1989),The Rainbow Warrior (1992), ha filmoù gallOperation Rainbow Warrior haLe Rainbow Warrior (e 2006 an daou).
Strolladoù sonerien o deus graet dave d'ar Rainbow Warrior ivez, evel ar strolladbelgiatCobalt 60, ar strolladThe Bats aZeland-Nevez hag ar strollad metalRata Blanca eusArc'hantina.Geffen Records o deus enrollet ur bladenn doubl anvetGreenpeace Rainbow Warriors e 1989 gant kanaouennoù eus arzourien evelU2,INXS,The Pretenders,Talking Heads,Peter Gabriel, peWhite Lion. Ar strollad svedatEurope en deus graet ivez undemo anvet "Rainbow Warrior" war ar bladenn "Le Baron Boys".
Levrioù zo ivez, unan anezhoEyes of Fire: The Last Voyage of the Rainbow Warrior, embannet er bloaz goude an darzhadenn, skrivet gantDavid Robie[2].