Bez' ez anavezer 35izotop eus ar radon hiziv an deiz, met ne gaver nemet pevar anezho en natur. Eus ar re-mañ eo ar radon-222 an hini paotañ. Dont a ra diwar skioberiegezh arradiom-235 da heul hini anuraniom-238. Unhanter-vuhez a 3,823 devezh en deus ha skignañ a raskinoù α. Pa vez kalz a radon en aergelc'h (e poull ur vengleuz pe en un ti...) e ro ar skinoberiegezhpoloniom-218 (hanter-vuhez : 3,1mn). Skinoù α all a zeu buan, hag a roplom-214 (26,8 mn) habismut-214 (19,7 mn) da c'houde ha, war-lerc'h c'hoazh, poloniom-214 (164 µ) hag er fin plom-210, kalz hiroc'h e vuhez (22,3 bloavezh). Enalet e vo gant ar boudoù bev, ha chom a ray en o skevent. Skinoberiek eo ar plom-se ha dindan levezon ar skinoberiegezh-se e vo ar skevent. Setu perak eo dañjerus ar radon, hag an eil abeg pennañ da grign-bev ar skevent eo ar radon war-lerc'h arbutun.