Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Raden Saleh

Eus Wikipedia
Emboltred (Tropenmuseum, Amsterdam)

Raden Saleh Sjarif Boestaman (1811 – 23 a viz Ebrel 1880) a oa ul livour romantel eusIndonezia. Sellet a reer outañ evel ar c'hentañ livour "modern" en Indonezia (a oaIndez Nederlandat ar Reter d'ar c'houlz-se). Livet en deus taolennoù e-giz romantelouriezh europat anXIXvet kantved, met gwelet a reer ar roud eus e sevenadur hag e ijin en e oberennoù.

Ganet e voe war ar maez en enezJawa. Da zek vloaz e voe kaset da v-Batavia (a zoJakarta hiziv), evit ma'z afe d'ar skol kentañ derez nederlandat. Deskiñ a reas livañ gant al livour belgiat Antoine Payen ha kaset e voe d'an Izelvroioù e 1829. Eno e studias an nederlandeg hag al livañ. Studiañ a reas gant livourien anavezet evelCornelis Kruseman hagAndreas Schelfhout. Kregiñ a reas da vezañ anavezet ha diskouez a reas e daolennoù eDen Haag hagAmsterdam.

Beajiñ a reas e broioù all, evelAostria hagItalia, a-raok distreiñ da Indez ar Reter e 1851, gant e wreg, un Izelvroadez pinvidik. E Batavia e voe anvet e penn ur mirdi arz. Kenderc'hel a reas da livañ, dispartiañ diouzh e wreg kentañ ha dimeziñ gant un eil gwreg, ur vaouez nobl eus ar vro.

Mont a reas da Europa en-dro, ganti, ha beajiñ dre an Izelvroioù, Bro-C'hall, Alamagn, Italia. Mervel a reas en e vro, eBogor, d'an 23 a viz Ebrel 1880.

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ul leon o tagañ ur marc'h (1840)
    Ul leon o tagañ ur marc'h (1840)
  • Marc'heien o chaseal ar c'harv (1860)
    Marc'heien o chaseal ar c'harv (1860)
  • Dour-beuz e Jawa (1865-1875)
    Dour-beuz e Jawa (1865-1875)

Un daolenn gantañ, anvet"Chaseadeg an tarv gouez" a oa bet kavet en un ti enAlre e miz Eost 2017[1]. Gwerzhet eo bet diouzh ar c'hresk e Gwened : pa oa bet istimet he zalvoudegezh e 150 000 euro gant prizacher Gwened, e voe gwerzhet e 7,2 milion a euroioù[2].

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Plus de 150 000 euro pour un tableau oublié à la cave, Ouest-France, 22/01/2018
  2. Le tableau d'un maître indonésien vendu 7,2 millions d'euros aux enchères, Le Figaro, 29/01/2018
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Raden_Saleh&oldid=2049172 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp