Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Protogenoi

Eus Wikipedia
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros


Protogenoi a vez graet ehenc'hresianeg eusDoueed kentañ Hellaz, da lavarout eo remziad koshañ doueedHellaz, a-raok donedigezhdoueed Olympos. War an doueed kozh ha divarvel-se eo diazezaet framm an hollved.

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gourel unander: "protogenos", liester: "protogenoi"; benel unander "protogena", diwar arhenc'hresianeg: Πρωτογονος pe Πρωτογενος, liester. Πρωτογονοι pe Πρωτογενοι; "kentañ ganet", a oa, hervez ar vitologiezh c'hresian, andoueed hag andoueezed kentañ ganet.

Ar vojenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet an hini kentañ anezhe,C'haos hervez ar vrasañ eus ar mammennoù, digant ar goullo ha genel a reas ar re all da heul daoust ha ma vez meneget ur vamm hag un tad all dezhe holl e mammennoù all.

Talvezout a ra an doueed hag an doueezed-mañ da aroueziañ elfennoù an Natur.

Listenn ar Protogenoi

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Setu listenn glok ar Protogenoi:

  • Aither (Brumennoù ar sklaerder) - gourel
a-gevret gant Aither (na oa ket bet ganet gant Gaia)

Hengounoù all

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meur a hengoun henc'hresian all zo avat evit a sell ouzh andeogoniezh pe lignez an doueed, bet savet alies a-walc'h gant ar varzhed o-unan.

Hervez gant ar varzhed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Hervez kredennoù ar bPelegasted (adal c. 3 500 kt JK), e oa bet krouet Vi an Hollved gantEurynome, hag he mabOfion, gronnet tro-dro dezhañ, a dorras ar vi e daou damm ha damziskuilhet e oa bet neuze an hollved en e bezh ouzpenn an doueed hag an dud;
  • HervezHomeros (hengoun dre gomz, adal 700 pe 600 kt JK) e oaTethys hagOkeanos tad ha mamm an holl zoueed all;
  • HervezHesiodos (c. 700 kt JK) e oaC'haos ("goullo") er penn-kentañ, o tont war e lerc'hGaia,Tartaros, hagEros. Da c'houde e oa bet ganet gante meur a vugel, en o zouezErebos,Pontos,Ourea, anDitaned,Nyks, hagAither;
  • HervezAlkman (c. 600 kt JK) e oa annereidezThetis an doueez kentañ, bet lakaet gantiporos "hent",tekmor "merk" haskotos "teñvelijenn" war ar goullo;
  • En e varzhonegoù,Orfeüs (c. 530 kt JK) a lakaasNyks ("Noz") da bennaenn gentañ, ganet ganti meur a vugel.
  • Hervez an hengoun orfek adarre e oa bet lakaetFanes (doue ar gouloù hag an engehentadur) da rener kentañ ar bed, bet ganet diwar ar Vi Hollvedel[1]
  • Aristofanes (c. 456–386 kt JK) a skrivas en e oberennEvned, e oaNyks an doueez kentañ ha ganti e oa bet ganet Eros diouzh ur vi.

Hervez ar brederourion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant ur re brederourion henc'hresian e oa bet savet bep a deogoniezh hiniennel gant pep a b-Protogenoi:

  • Ferekydes Syros (c. 600-550 kt JK) a lakaasC'hronos ("amzer") da vezañ ar c'hentañ doue en eHeptamyc'hia.
  • Empedokles (c. 490–430 kt JK) a skrivas e oaAfrodite hagAres ar pennaennoù kentañ bet gwiet gante an hollved diwar arpeder elfenn a-drugarez da c'halloud o c'harantez ha d'o strivoù.
  • Evit ar wezh kentañ e 360 kt JK, e lakaasPlatonTimaios da vezañ an doue kentañ bet krouet an Hollved gantañ diwar ar Mennozhioù.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Protogenoi&oldid=2130078 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp