Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Priz Nobel

Eus Wikipedia
Priz Nobel
strollad enorioù
Iskevrennad eusprize Kemmañ
Deiziad krouiñ1901 Kemmañ
Anv er yezh a orinNobelpriset Kemmañ
Treuzskrivadur APInoˈbɛl Kemmañ
Anvet diwarAlfred Nobel Kemmañ
DiazezerAlfred Nobel Kemmañ
StadSveden,Norvegia Kemmañ
Lec'hStockholm Kemmañ
Deroet gantNorwegian Nobel Committee,Akademiezh roueel skiantoù Sveden,Swedish Academy,Nobel Assembly at the Karolinska Institute,Alfred Nobel Kemmañ
Notenn ar varnouriezh5,0.8 Kemmañ
Day in year for periodic occurrence10 Kerzu Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nobelprize.org/ Kemmañ
Enebet ouzhGerman National Prize for Art and Science Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Arpriz Nobel a zo ur priz roet bep bloaz d'an dud o deus kaset ar skiant pe ar gevredigezh war-raok. Krouet e oa hervez testamantAlfred Nobel e1895. Roet e voe ar wech kentañ e1901, gant roueSveden. Lidet e vez ar prizioù d'an 10 a viz Kerzu, deiz ganedigezh marv Alfred Nobel. An neb az a ar maout gantañ a c'hounez ivez un tammig muioc'h evit ur milion a euroioù.

War pemp tachenn e vez roet prizioù:ar peoc'h,al lennegezh,ar gimiezh,ar vezegiezh, hagar fizik. Ur priz all,Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, a oa savet gantbank roueel Sveden e 1968 ha roet evit ar wezh kentañ e 1969[1]. Ar prizioù Nobel war ar gimiezh, ar fizik, arc'horfadurezh pe arvezegiezh, hag al lennegezh ha priz skiantoù an armerzh, a vez "hevelebet oute" peurliesañ, a vez sellet oute evel ar prizioù brasañ a c'haller da gaout war an tachennoù-se[2].Priz Nobel ar Peoc'h a zegas ivez kalz brud, ha rendael a vez alies a-zivout ar priz-se war an dachenn bolitikel. War-bouezpriz Nobel ar Peoc'h e vez roet ar prizioù Nobel ha priz skiantoù an armerzh eStockholm, eSveden, da-geñver lid bloaziek ar priz Nobel, d'an 10 a viz Kerzu, deiz-ha-bloaz marv Nobel. Komz a ra anEnsavadur Nobel eus ar 6 priz-se roet eStockholm evel ar "Prizioù svedat". Priz Nobel ar Peoc'h a vez roet da-geñver ul lid bloaziek enOslo, eNorvegia, d'an 10 a viz Kerzu ivez[3],[4]. Prezegennoù loreidi ar "Prizioù svedat" a vez graet d'an 9 a viz Kerzu.[5] "Evel ma vez sellet ouzh ar priz Nobel evel ar priz lufrusañ er bed, lid ar prizioù hag ar banvez e Stockholm hag Oslo zo deuet da vezañ e darvoudoù etrebroadel a bouez bras ma kaver dileuridi eus kazetennoù, radioioù ha skinwelioù ar bed a-bezh."[5].

Ar prizioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar priz Nobel a vez roet abaoe1901 er rummadoù da heul :

E1968, eo bet krouet, gantBank Sveden (Sveriges Riksbank), ur priz war tachenn anekonomiezh, gant asant an diazezadenn Nobel. Ez ofisiel eo anvetPriz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, met alies e vez graet "Priz Nobel an Ekonomiezh" anezhañ, zoken ma n'eo ket e gwir ur priz Nobel, roet gantAkademiezh roueel Sveden ar skiantoù.

Abaoe1968 ez eus dibabet chom hep ouzhpennañ rummadoù nevez evit ar prizioù.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. "Nobel Prize" (2007), enEncyclopædia Britannica, lennet e miz Du2007, warEncyclopædia Britannica Online. Daoust ma n'eo ket unan eus ar prizioù Nobel, e vez hevelebet ouzh ar prizioù all; Bannet e vez anv al loreidi war un dro gant anv loreidi ar priz Nobel, ha priz skiantoù an armerzh a vez kinniget e-doug lid ar prizioù Nobel.
  2. >"Nobel Prize" (2007), enEncyclopædia Britannica, lennet e miz Du2007, warEncyclopædia Britannica Online.
  3. "The Nobel Prize Awarders",nobelprize.org,
  4. Nobel Peace Prize 2007,nobelprize.org.
  5. 5,0 ha5,1"The Nobel Prize Award Ceremonies",nobelprize.org
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Priz_Nobel&oldid=2133279 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp