Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Priedelezh

Eus Wikipedia
Priedelezh
aozadur gwirel,nominal kinship,darvoud,ensavadur
Iskevrennad eusintimate relationship Kemmañ
Arvezrelijion,sexual morality,procreation Kemmañ
Raklec'hiet gantDanvez-pried,Eured Kemmañ
Heuliet gantlegal separation Kemmañ
Efedmarried couple Kemmañ
Deskrivet dreBridal allegory room,Fragment of a sarcophagus with wedding scenes,Manuscript Leaf with Marriage Scene, from Decretals of Gregory IX Kemmañ
Dezverket dretype of marriage Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ
Enebet ouzhnot married,Torr-dimeziñ Kemmañ
 

Arbriedelezh eo ar stad a vuhez a zo bet aozet, dre un emglev hervez al lezenn, etre daou zen en oad da zimeziñ hervez al lezenn da sevel untiegezh. Arpried, argwaz pe anozhac'h a vez graet eus ur paotr dimezet; ar bried pe arwreg eus ur vaouez. Andimeziñ a vez graet eus an emglev-se, ha lidet e vez peurvuiañ gant uneured.

Dimeziñ heñvelrevel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ :Dimeziñ heñvelrevel

Abaoe2001 ez eus bet degemeret gant un toullad broioù er bed dimeziñ tud gante an heveleprev. Ouzhpenn e vez anavezet gant re all an euredoù etre tud gante an hevelep rev bet lidet e lec'h all.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un dra a-bouez eo an emglev-se, rak bevañ a c'hall daou zen an eil gant egile hep ma vefentpriedoù anavezet gant al lezenn.

Gwechall ne c'halle ket tud ha ne oant ket dimezet hervez al lezenn bevañ asamblez. Rak kement-se a dalveze e oant e-maez al lezenn, hag e c'hallent bezañ kastizet.

Mennet e oa an dimeziñ da aozañ urzh ar gevredigezh, dre reoliñ enni an darempredoù reizhel ha frouezhusted ar gwragez, ha kadarnaat an aotrouniezh (hini an ezec'h) en tiegezh.


Unpriedelezh, liespriedelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Komz a reer eusunpriedelezh, pe stadunpried peurvuiañ, rak en hon bro eo difennet kaout muioc'h eget ur pried pe ur bried.Ne vez ket kont evel-se en holl vroioù.E broioù arab pe afrikan zo eo aotreet ar gwaz da gaout meur a wreg: komz a reer neuze alieswregiezh.

Ral eo liespredelezh ar merc'hed. Met e rannvroioù zo eus Azia eo aotreet ar briedelezh lieswaz, allieswaziezh.

Eured

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a ra ar briedelezh gant ul lid anveteured, a c'hell bout relijiel pe nann.

Redioù ar briedelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervez al lezenn e rank an daou bried chom en hevelep ti ha bezañ feal an eil ouzh egile, da lavarout eo

  • kaout darempredoù reizhel an eil gant egile,
  • hag an eil gant egile hepken.

War an div redienn-se eo diazezet ar briedelezh hervez lezenn.

Betek kreiz an XXvet kantved dreist-holl en Europa, hag e broioù zo c'hoazh, e talveze ar briedelezh da gaout darempredoù reizhel hervez lezenn. Rak en doare-se e tlefe pep hini kaout ur vuhez reizhel hervez reolennoù ar gevredigezh. E gwirionez ez eus bet a-viskoazh ur vuhez reizhel all, kuzh alies, e-kichen an hini a oa hervez lezenn, gant anheñvelrevidi pe an dud a gave o c'hont e tier arbennik anvetfouzhlec'hioù.

Gant freuz ar reolennoù kevredigezhel kozh ez eo deuet war wel an disheñvelderioù e buhezioù reizhel an dud.

Koulskoude e chom en o sav an div reolenn a zo diazez ar briedelezh, div reolenn n'int ket bet doujet atav, met a zo bet diazez ar gevredigezh, gant doareoù un tamm disheñvel a-wechoù, en istor an darn vrasañ eus ar sevenadurioù, evel ma weler koulz erBibl evel en oberennoùHomeros.


Diwezh ar briedelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Echuiñ a ra ar briedelezh

  • pa varv unan eus an daou bried,
  • pa vez torret an emglev sinet en eured en ur stumm bennak
    • pe dre ma ne vev ket an daou zen dimezet en hevelep ti
    • pe dre ma vez torret an dimeziñ hervez al lezenn; komz a reer neuze eustorr-dimeziñ, pedizimeziñ.

Da viken en iliz katolik

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Hervez relijionoù zo, evel ar relijion gatolik, ne echu ar briedelezh nemet da varv unan eus an daou bried, rak n'eo ket anavezet antorr-dimeziñ gant anIliz katolik nag an Iliz anglikan.

Evit kaout an dizober eus e wragez e kave aes ar roue saozHerri VIII kondaoniñ anezho d'ar marv, dre abeg pe abeg.

Koulskoude ez eus bet c'hoarvezet terriñ dimezioù pa ne oa ket bet gwir briedelezh a-hervez, pe pa ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn, da lavarout eo pa ne oa ket embaret an daou bried.

Kement-se a c'hoarvezas gant ar roue gallLoeiz XII pa fellas dezhañ addimeziñ gant an intañvezAnna Vreizh, daoust ma oa-eñ dimezet, ha bev e wreg, hag eñ bet embaret ganti dirak testoù tost da vat da noz e eured. Aotreet e voe gant ar pabAlesant VI da zimeziñ memes tra, met kerik e koustas an aotre-se.

Pa vez difennet terriñ an dimeziñ, pe dizimeziñ e vez difennet dimeziñ d'un den dimezet dija, goude ma vije dizimezet. Pa felle d'ar roue saozEdward VIII dimeziñ d'ur vaouez dizimezet e voe nac'het ar gwir-se outañ, ma rankas dilezel e gador a roue.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Priedelezh&oldid=2106714 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp