Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Priamos

Eus Wikipedia
Neoptolemos o lazhañAstianaks dirakPriamos, oberenn eus deroù anXXvet kantved

Priamos (henc’hresianegΠρίαμος, Priamos, berraet alies e "Priam" er yezhoù ma ne reer ket gant an dibennoù gresianek[1]) a oa mab yaouankañLaomedon, ha roueTroia da vareBrezel Troia, evel a zo kontet enIlias ar barzhHomeros. Dimezet e oa daHekabe. Ur bern bugale en doe, en o zouezHektor haParis.

Euredoù ha bugale

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un toullad gwragez en doa bet Priamos.
An hini gentañ a oaArisbe, a roas dezhañ ur mab,Aisakos, hag a varvas en un doare skrijus kent deroùBrezel Troia.
Eurediñ a reas goude gantHekabe (pe "Hekuba"), merc’h da roueFrygia,Dimas.
Gant e wragez hag e serc’hed niverus en doe Priamos hanter-kant mab ha meur a verc’h (12 en holl), ha dreist-hollHektor, a oa mab henañ Priamos hag Hekabe, ha pennhêr tronTroia, haParis, ur mab all, a lakaasbrezel Troia da ziwan.
E-touez bugale Priamos hag Hekabe e kaverHelenos haKasandra;Deifobos;Troilos;Polites;Kreousa, gwregAineias;Laodike, gwregHelikaon;Polyksene, a oa diskaret war bezAc'hilleüs; haPolydoros, e vab yaouankañ.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Priam dirak teltennAc'hilleüs gantHermes. Kiliks attikat e dresadennoù ruz gant livour Briseis, war-dro 480 kent J.-K. British Museum, Londrez.

"Podarkes" e oa e anv da gentañ, da lavarout eo « treid skañv » hervez an Henc’hresianed. Arboellet e voe gantHerakles pa gemeras kêr Troia abalamour ma roas dezhañ ur ouel alaouret brodet gant e c’hoar,Hesione. Goude se, Podarkes a gemeras un anv nevez : Priamos. Diazezet e oa etimologiezh hengounel an anv-se war ar gerpriatos a dalvez "adprenañ". Adprenet e vje bet ar roue en e yaouankiz eta. Moarvat e teu an anv eus al lidianeg e gwirionez.

Priamos lazhet gantNeoptolemos, mabAc'hilleüs,añforenn attikat he zresadennoù du, war-dro.  520 pe 510 kent J.-K.,mirdi al Louvre.

EnIlias, levrenn 3, e kont Priam d'e verc'h-kaerHelene Troia en devoa sikouret ar roue Mygdon Phrygia da vrezeliñ a-enep anAmazonezed.

Pa voe lazhetHektor gantAc'hilleüs n'en doe hemañ doujañs ebet ouzh ar c'helan en doa kaset gantañ ha nac’hañ a reas e resteurel. Zeus a gasas an doue Hermes evit ambroug ar roue Priamos, tad Hektor, e-barzh kamp an Akeaned. Aspediñ a reas Priamos Ac'hilleüs da gemer truez ouzh un tad, kollet gantañ e vab. Degas a reas da soñj da Ac'hilleüs e dadPeleüs. Fromet bras e voe Ac'hilleüs hag ec'h asantas en diwezh da reiñ korfHektor en-dro. Asantiñ a reas an daou du d'un dreverz, hag Hektor, kaset gant e dad a voe beziet evel un haroz. Prometiñ a reas Ac'hilleüs ne glaskfe akean ebet en em gannañ e-pad 11 devezh. D’an daouzekved e krogas ar brezel en-dro.

E-kerzh preizhadeg Troia e voe muntret Priamos gant mab Ac'hilleüs,Neoptolemos (Anavezet ivez enAeneis evel Pyrrhus).

Priamos el lennegezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Muntr Priam zo bet brudet gant enAeneis, skrivet gantVirgilius, hag eHamlet, skrivet gantShakespeare. En danevelloù-se e fard Neoptolemos e palez Priamos hag e tigor e hent betek kambr ar roue. Goude bezañ lazhet Polites, unan eus mibien niverus Priamos, Neoptolemus a c'houstilh Priamos en e gostez gant e gleze hag e sank al lavnenn betek an dornell. E Hamlet e skriv Shakespeare e chom Pyrrhus (Neoptolemos) a-sav kent drouklazhañ Priamos (o lazhañ anezhañ difrom hag a-ratozh-kaer). Disheñvel-mik eo e emzalc’h diouzh hini Hamlet na zeu ket a-benn d’ober ar pezh a venn.

EnEdda e komz plaen e tisklêrSnorri Sturluson e oa Priamos hendad ur ouenn a zivroas daSkandinavia e lec’h ma tiwanas anAesired diwarne.

Er sinema

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Peter O'Toole zo Priamos eTroy, deuet er-maez e 2004. Er film ez eo ur roue hag un tad mat muntret gantAgamemnon e liorzhoùTroia e-pad preizhadeg ar gêr e diwezh ar film.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. E-giz ar galleg hag ar saozneg.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Priamos&oldid=1920543 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp