Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Preti

Eus Wikipedia
Ur servijer hag arvalien eCafé Prückel eVienna.

Urpreti zo ur staliadur kenwerzhel ma vez aozet ha servijet boued hag evajoù d'an arvalien. Kinniget e vez alies ur roll-meuzioù dezho evit dibab ar pezh a fell dezho kaout. E dibenn o fred e vez goulennet ar pegement ganto evit paeañ evit ar servijoù pourvezet gant ar geginerien hag ar servijerien. Rannet e vez alies ar preti etre ar sal m'emañ an arvalien (hag a-wechoù ar derasenn), hag ar gegin.

Disheñvel-tre eo ar pretioù dre oc'heginerezh hag an doareoù da servijout anezhi, adalek arpretierezh prim hag ar c'hafeteriaoù marc'had-mat betek ar pretioù evit ar familhoù a briz etre hag ar pretioù cheuc'h a briz uhel. Liesseurt-kenañ eo ar c'heginerezh servijet, boued ar vro pe an estrenvro, boued ordinal evit al labourerien pe boued divoutin evit an douristed da skouer.

U preti a c'hall bezañ ur stal dizalc'h pe ur stal e framm ur widenn pretioù. Ober a reer preti ivez eus al lec'h ma vez kinniget predoù en un aozadur brasoc'h :leti,embregerezh,skol-veur,aerborzh, hag all. Komz a reer a-wechoù eus preteriezh stroll.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar"Cott Inn", un ostaleri e kêriadenn Dartington, eDevon (Bro-Saoz), krouet e 1320.

EnHenc'hres hagHenroma e oa anthermopolium ul lec'h ma oa moien debriñ ur pred war ar prim.

E-pad pell e oa anostaleri, war ribl an hentoù en Europa, ul lec'h ma c'hallfe ar veajourien debriñ, evañ ha kousket. Gant an ostizien e veze servijet ar pred d'an holl war un daol voutin. Ne oa ket ur roll-meuzioù evel hiziv met an hevelep pred d'an holl fratikoù.

Hervez an istorourez Carolin C. Young, kelennerez eskol-veur Oxford eus 2007 da 2010, e oa bet digoret un nebeud kafedioù war-dro arbloavezhioù 1450 e Turkia hag en Ejipt. En em ledañ a reas ar seurt stalioù-se tamm-ha-tamm e kêrioù Europa,Venezia da gentañ, haVienna da c'houde, betek arbloavezhioù 1650 pa voe buanaet o diorren.

En em ziorren a reont kalz ar pretioù en Europa hag er Stadoù-Unanet adalek dibenn an XVIIIvet kantved.

Seurtoù pretioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre vro orin ar geginerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar vreserezhLa Cigale eNaoned, rummet monumant istorel.
Ur paotrig o tebriñ evurger en ur preti boued war ar prim.

Gallout a reer mennegiñ ar pretioù italian (pizzeria hag a servijpizzaioù met ivezmeuzioù italian all eveltoazennoù), gall, alaman (breserezh), breizhat (ti-krampouezh), aziat (boued thai, indian, japanat lec'h ma tebrer arsushi hollvrudet, sinat, viêtnamat...), amerikan (pretiboued paket buan pe fast-food, hadiner), libanat, gresian, hag all.

Dre al lec'h

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Andaol ostizien a ginnig boued e ti unan bennak.

Arfeurm-ostaleri a ginnig boued eus an terouer pe meuzioù dibar eus ar feurm pe ar feurmoù nes.

Pretioù zo war ribl ar gourhentoù evit ar vlenerien kirri. Anostaleri rouderien a zo bet ijinet evit tud a vicher an hentoù (ar sammgarrerien, ar veajourien genwerzh...).

Ar vagon predañ zo ur preti en un tren, evit ar veajourien.

Ar pretioù pleustriñ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur gegin er ur skol pretioù, en Estonia (miz Here 2016).

Reiñ a ra arpreti pleustriñ d'an deskarded hag d'ar studierien an tu da lakaat e-pleustr o stummadur.

Ar pretioù cheuc'h ha gastronomek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Er pretioù gastronomek e vez kempenn ar c'hinkladur hag an aergelc'h, ha gwenn a vez an doubier alies. Rannet e vez ar skipailh e daou : ar vrigadenn-gegin hag ar vrigadenn-sal. Sturiet e vez ar servijerien gant ur mestr-ostaleri, hag ar geginerien gant ur penngeginer pe ur mestr-keginer. E-barzh ar vrigadenn-sal emañ ar boutailher, karget da ginnig ha servijout ar gwin d'an dud.

Strulevrioù gastronomiezh a ro titouroù diwar-benn ar pretioù dibar. Arsturlevr Michelin zo brudet, renkañ a ra ar pretioù hag al letioù abaoe 1900 dre steredennoù, e Frañs da gentañ, ha bremañ er bed a-bezh. Ar renkadur breizhveuriat anvet"The World's 50 Best Restaurants" zo brudet ivez, reiñ a ra an titl a wellañ preti ar bed bep bloaz. E 2024 a oa Disfrutar, ur preti e Barselona.

Mistri-geginer zo zo brudet dre ar bed evel ar C'hallaouedPaul Bocuse haAlain Ducasse hag ar SkosadGordon Ramsay.

  • Taol ar preti Le Neptune e Cotlliure e Norzhkatalonia.
    Taol ar pretiLe Neptune eCotlliure e Norzhkatalonia.
  • Blue Hill at Stone Barns, e Pocantico Hills, New York, ur preti gant div steredenn Michelin.
    Blue Hill at Stone Barns, e Pocantico Hills,New York, ur preti gant div steredenn Michelin.
  • Ur gwell eus sal L'Auberge du Pont de Collonges, preti Paul Bocuse.
    Ur gwell eus salL'Auberge du Pont de Collonges, preti Paul Bocuse.
  • Ur mestr-keginer oc'h aozañ un drufenn dirak e gouvidi.
    Ur mestr-keginer oc'h aozañ un drufenn dirak e gouvidi.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Preti&oldid=2149238 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp