Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Poseidon

Eus Wikipedia
Poseidon
water deity,Greek deity,Olympian god
Rann eusDoueed an Olimpos Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΠοσειδῶν Kemmañ
TadKronos Kemmañ
MammRea Kemmañ
Breur pe c'hoarHestia,Haides,Zeus,Hera,Demeter Kemmañ
PriedArne,Amfitrite,Tyro,Euryte,Corcyra Kemmañ
Lec'h labourHenc'hres Kemmañ
Iconographic symboltrident of Poseidon,hippocamp,Lekhes Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Tachenn ar sant pe douemor,Kren-douar,horse breeding Kemmañ
Present in workOdysseia,Ilias,Hades Kemmañ
Deskrivet drePoseidon or Corybant statue at Elis,Poseidon and Athena battle for control of Athens,Poseidon statuette Kemmañ
A implijtrident of Poseidon Kemmañ
EnebourAthena Kemmañ
EpithetHippius,Gaeaochus,Ennosigaeus Kemmañ
Delwenn Poseidon e porzhKopenhagen.

Poseidon (Ποσειδῶν /Poseidỗn enhenc'hresianeg) a voe unan ag andaouzek Olympad egwengelouriezh Hellaz, a ren war ar morioù hag ar c'hezeg, hag a zegas ar c'hrenoù-douar hag ar barroù-avel.[1] E-padoadvezh an arem, e veze anavezet evel un doue-tiern ePylos haThebai. Graet e vez "difretour an douar" anezhañ. Er gwengeloùArkadiat eo ereet gantDemeter haPersefone, ha skeudennaouet e veze evel ur marc'h, daoust ma seblante bout un doue ag ar morioù e penn-kentañ. Kevatal eoNeptunus dezhañ e mitologiezh arRomaned.

Poseidon a oa gward ar voraerien ha meur a gêr hellazat.Homeros hagHesiodos a venegjont e teuas Poseidon da vout tiern ar morioù goude marv e dadkronos, ha rannadur ar bed e teir lodenn: an oabl a voe roet daZeus, an isdouaroù daHades, hag ar morioù da Poseidon. EnIlias e oa Poseidon e tu anac'haiz pa oant o aloubiñTroia. Hag a-enepOdysseüs hag e zistro davetIthake e oa enOdysseia, peogwir e voe tarzhet lagad mab Poseidon: arc'hyklopPolyfemos.Poseidon a zialas en ur zegas ur mell barr-avel dezhañ, o tistruj bag Odysseüs ha kas d'an Anaon holl e gileed. Kavout a reer Poseidon eKanoù Homeros. EnTimaeus ha erCritias skrivet gantPlaton e veze gwardet an enezennAtlantis gant Poseidon.[2][3][4]

Un emgann a voe etre an doueezAthena ha Poseidon evit keodedAthen. An tiern ag ar morioù a voe trec'het, hogen, degas a reas ul liñvadenn war an Atheniz d'o c'hastizañ evit bout dibabet Athena en e raok.[5]

Karantezioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dimezet eo gantAmfitrite, met meur a zoueez all en deus karet, evelDemeter, pe euzhviled evelMedousa.

Ar vojenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Doue Artemision, delwenn arem eus anhenamzer a ziskouez Poseidon marteze,Vvet kantved kt JK,Mirdi broadel arkeologiezh Aten.

An doueKronos e oa e dad hag an doueezRea e vamm. Breur eo daZeus haHaides.

Pa voe ganet e voe debret gant e dad Kronos, evel gant e vreudeur hag e c'hoarezed, met ganet e voe en-dro dre un dro-widre ijinet gant e vreur Zeus[6]. Hervez un hengoun all danevellet gantDiodoros Sikilia[7] e vije deuet a-benn Rea da guzhat e c'hanedigezh daGronos hag he dije fiziet anezhañ e kuzh d'anOkeanidennKafeira, merc'hOkeanos, ha daDelc'hined EnezRodos, a reas war e dro e-doug e vugaleaj. Goude bezañ roet an dorn da Zeus e-pad e emgann a-enep anDitaned e resevas, da-geñver rannidigezh ar bed, rouantelezh bed an dour mor, war-bouez domani kozh e eontr Okeanos, avat, a roas dezhañ e verc'h pe e verc'h-vihanAmfitrite da wreg.

Da gustum e vez diskouezet gant e dridant pe e garr, a dalvez dezhañ da nijal war-c'horre an dourioù, ambrouget gant euzhviled mor. Er mor e vez o chom, met mont a ra betek anOlympos a-wezhioù, evit bodadeg an doueed.

Dimezet eo daAmfitrite ha tri bugel en deus bet diganti :Triton,Benthesikyme,Rode (e lod eus an hengounioù danevellet gantDiodoros Sikilia ez eo homañ ziwezhañ ar verc'h en deus bet digantHalia, c'hoar anDelc'hined).

Bugale all en deus bet avat digant doueezed pe maouezed arall.

E vugale

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Andrea Doria, amiralRepublik Genova, eo Poseidon amañ en un daolenn livet gantAgnelo Broncino.

Tad sperius e oa, hag un toullad mat a vugale a engehentas:

Kontet eo da vezañ tad meur a euzhvil mor, evelGlaokos, gant annimfennNais pe arBleiadennAlkyone,Proteüs, gant anNereidennFenike, ha kement zo[12]...Hesiodos a ra anezhañ ivez tad an nimfennKymopoleia a zo dimezet hervezañ gant anHekatonc'hirBriareos evit trugarekaat anezhañ da vezañ stourmet gant an doueed e-pad anDitanomakiezh[13], met ne veneg ket anv mamm honnezh neblec'h.

Skrapat a ra ivezPelops, ur paotr yaouank, a gas betekOlympos, evel m'en doa graet Zeus kentoc'h gantGanymedes.

Darvoudoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kemer a ra perzh en darvoudoù e meur a vojenn :

  • Kastizet eo Poseidon hagApollon evit bezañ irienet a-enep da Zeus, ha kondaonet da labourat evitLaomedon, roueTroia. Sevel a ra evit ar geoded mogerioù ramzel met ur wezh echu ar savadur e nac'h Laomedon paeañ d'an doueed ar priz a oa lakaet. Droug ennañ e kas Poseidon un euzhvil mor a-enep ar geoded ha reuz a ra war an aodoù kent bezañ lazhet gantHerakles.
  • Sevel a ra tabut etre Poseidon hagAthena o klask piv a vefe perc'henn war an Attika, BroAten. Skeiñ a ra Poseidon ouzh leur anAkropolis gant e dridant, hag e tarzh ur vammenn dour sall dioutañ (pe ar marc'hSkyfios, hervez tud all). Diouzh e du e kinnig Atena unolivezenn d'ar geoded.Kekrops, roue Aten, a gav talvoudusoc'h prof an doueez hag e ouestl ar geoded dezhañ.
  • Brud en deus da vezañ krouet ar marc'h kentañ, pe en Aten, pe eThessalia. Deskiñ a ra ivez d'an dud mont war varc'h gant urrañjenn.
  • War c'houlennMinos e lakaas ur mell tarv bras-meurbet da zont e-maez ar mor. Met pa ne felle ket da roueKreta aberzhiñ al loen dezhañ e sko en e wregPasifae ur garantez diroll ouzh an tarv. Ha Pasifae, brazezet gantañ, a c'hano arMinotaoros.
  • Droug en deus ouzhOdysseüs, hag enOdysseia e taol e vallozh warnañ abalamour m'en deus freuzet lagad nemetañ e vabPolyfemos, hag e vir outañ da zistreiñ d'ar gêr daItaka.

Lesanvioù, arouezioù, nevedoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Meur a lesanv en deus en oberennoùHomeros:
    • ἐνοσίχθων,enosikhtôn pe κινητὴρ γᾶς,kinêtêr gas, « braller leur »
    • ἵππιος ἄναξ,hippios anax, « mestr ar c'hezeg »
    • γαιήοχος,gaiêokos, « mestr an douar »
    • Κυανοχαίτης,kuanokhaitês, « reun glas-oabl »
    • γέρων ἅλιος,gerôn alios, « Den Kozh ar Mor »


AnDodekatheon
Zeus |Hera |Poseidon |Hestia |Demeter |Afrodite
Athena |Apollon |Artemis |Ares |Hefaistos |Hermes

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Burkert 1985,pp. 136–139.
  2. Plato (1971).Timaeus and Critias. London, England : Penguin Books Ltd.. 167 p.ISBN 9780140442618. 
  3. Timaeus 24e–25a,R. G. Bury translation (Loeb Classical Library).
  4. Also it has been interpreted that Plato or someone before him in the chain of the oral or written tradition of the report accidentally changed the very similar Greek words for "bigger than" ("meson") and "between" ("mezon") –Luce, J.V. (1969).The End of Atlantis – New Light on an Old Legend. London : Thames and Hudson. 224 p. 
  5. Burkert 1983, pp. 149, 157.
  6. Hesiodos,Theogonia (v. 495).
  7. Levraoueg istorel, (V).
  8. SkoliastPindaros,Pythique (VIII, 24).
  9. Kallimac'hos,Tamm 652Paosanias,Deskrivadur Bro-C'hres, VIII, 25, 5.
  10. Hesiodos,Theogonia
  11. Homeros,Odysseia
  12. Mammennoù disheñvel.
  13. Hesiodos,Theogonia (v. 819).

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Poseidon&oldid=2069053 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp