Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Portugaleg

Eus Wikipedia
Portugaleg
(português)
Perzhioù
Komzet e :Portugal,Brazil,Angola,Timor Lorosae,
Ginea-Bissau,Macau,Mozambik,
São Tomé ha Príncipe,Kab Glas,
ha meur a vro all
Komzet gant :218 000 000
Renkadur :6
Familh-yezh :Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :Portugal,Unaniezh Europa,Brazil,
Angola,Timor Lorosae,Ginea-Bissau,
Macau,Mozambik,São Tomé ha Príncipe,
Kab Glas,Macao
Akademiezh :Instituto Internacional de Língua Portuguesa
Kodoù ar yezh
ISO 639-1pt
ISO 639-2por
ISO 639-3
Kod SILPOR
Sellit ivez ouzh ar pennadYezh.
Wikipedia e portugaleg.

Uryezh romanek eo arportugaleg ganet diwardistagadur poblek al latin e gwalarn alledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal anIIIe kantved kt JK. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre arVvet hag anVIIIvet kantved goude JK.

Gant anXIvet kantved ha penn kentañ arReconquista, emled argristenien diwar-goust arvuzulmaned, e teuas argalizeg-portugaleg da vezañ uryezh lennegel enorzhPortugal hag eGaliza.

A-feur m’en em ledas ar gristenien betek arSu e voe levezonet ar yezh gant anarabeg ivez.

Daoust d’aryezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet espagnoleg. Preizhet e voeFaro (kêr eusrannvroAlgarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raokGranada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.

Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan galloutRouantelezh Kastilha.

Etre arXIVvet kantved hag arXVIvet kantved dreist-holl e voe savetimpalaeriezh Portugal enAfrika,Amerika hag enAzia. Mont a reasBartolomeu Dias,Vasco da Gama,Pedro Álvares Cabral,Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betekJapan.

Takad ar portugaleg dre ar bed hiziv

A-drugarez da yezherienBrazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo :Angola,Brazil,Kab Glas,Ginea-Bissau,Mozambik,Portugal,São Tomé ha Príncipe haTimor Lorosae.

Mont a reont d’ober arComunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo allennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

Yezh ar sinoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Portugaleg&oldid=2120529 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp