Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gantMab-Den eo anIstor. N'eus ket anezhañ urskiant-rik e doare arjedoniezh pe arvevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.
Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad Dispac'h 1793 zo anv urromant skrivet ebrezhoneg gantLan Inizan e dibenn anXIXvet kantved. Kontet eo da vezañ ar c'hentañ romant brezhonek.
Abaoe ma voe kavet ur romant koshoc'h diembann,Kastell Keryann Koadanskourr, e lavarer eoar c'hentañ romant embannet e brezhoneg.
Embannadurioù
Kentañ gwech ma voe embannet Embannet e voe e ti Lefournier, eBrest, dre ziv lodenn, al lodenn gentañ e1877 hag an eil e1878.
Nav fennad warn-ugent zo en holl : c'hwezek pennad a ya d'ober al levrenn gentañ, tra ma'z a trizek pennad hepken d'ober an eil levrenn.
Ar romant
Kontet eo ennañ troioù Yann Pennhorzh a gemeras perzh enemgann Kergidu, e Plougouloum, nepell diouzh Kastell-Paol, e1793, a-enep soudarded ar Republik, renet gant ar jeneralJean Baptiste Camille de Canclaux.
Prezegennoù hir diwar-benn ar relijion zo el levr, e brezhoneg yac'h avat, hag un oberenn a bouez eo evit studi aryezh koulz ha hini anistor hag ar gevredigezh. E2015 e oa c'hoazh da vezañ studiet e programm an testeniCAPES, hogen ne oa muiEmgann Kergidu er programm e2021 Lenn muioc'h