Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Podolsk

Eus Wikipedia
Iliz an Dreinded, e Podolsk

Podolsk (Подо́льск erusianeg) zo ur gêr eusRusia ha kreizenn velestradurelOblast Moskov eo. Emañ war ribl ar stêrPac'hra, zo un adstêr d'arMoskva. Ar gêr vrasañ eo en Oblast Moskov ha poblet eo gant 183 095 a dud hervez niveradeg 2010.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar ur geriadenn vihan, Podol, a oa e domani Abati Danilov, e Moskov, eo kresket Podolsk da zont da vezañ ur gêr vrasoc'h. Roet e oa bet dezhi ar statud a gêr gant an impalaerezKatelin II e1791. En amzer-se e oa bet savet rannadoù melestradurel Rusia, gant gouarnourien en o fenn, ha kêrioù nevez.

A-raok anDispac'h Rusian e 1917, e oa Podolsk unan eus kêrioù greantel pouezusañ Rusia. Eno e oa ul labouradeg mekanikoù-gwriat Singer da skouer.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Podolsk&oldid=1636709 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp