Tresadenn mareHenegipt, penaos pareañ ar boan-benn"Poan-benn", tresadenn farsus,1819
Poan-benn a vez graet eus ar boan a santer pe er penn pe er choug. Kaout poan-benn alies a c'hell degas kudennoù darempredoù, kudennoù koubladoù ha kudennoù gant al labour. Bez' ez eus ivez ur riskl uheloc'h aziwaskadennoù evit an dud tapet alies gant ar boan-benn.
Ar boan-benn a c'hell dont diwar meur a abeg, grevus pe get : ar skuizhder, an diouer a gousk, arstres, an implij louzoù pe drammoù dudi, bilimadur urviruz evel ursifern, gloazadur ar penn, euvradur bliv boued pe evaj yen, kudennoùdent pefri... Meur a zoare renkadur a zo bet savet evit ar poan-benn, an hini anavezetañ o vezañ hini anInternational Headache Society ("Kevredigezh Etrebroadel ar Boan-benn")[1].
Muioc'h evit 200 doare poan-benn disheñvel a zo bet kavet gant ar skiantourien. Lod a zo dizañjer, padal lod all a laka ar vuhez en arvar. Evit kavout an doare pareañ efedusañ ez eo ret kaout un deskrivadenn resis eus ar poan-benn, furchadennoù neurologel ha, pa vez grevus, arnodoùmedisinerezh donoc'h.
E Montroulez ez eus un Alez ar Boan-Benn, hag ur skol er straed-se anvet "skol ar Boan-Benn". Ur prioldi a oa eno gwechall, e chapel gouestlet dasant Iverzin, ur sant a oa brudet da bareañ ar boan-benn[2].