Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

PlayStation

Eus Wikipedia
Logo Playstation

PlayStation (Japaneg:プレイステーション Hepburn:Pureisutēshon, berradur ofisielPS) a vez graet eus ur merk deuet adal un heuliad [[letrin c'hoari|letrinoù c'hoari]] savet ha perc'hennet gantSony Interactive Entertainment. Kentañ produerezh ar Playstation a oa bet d'an3 a viz Kerzu1994 e Japan. Hiziv-an-deiz emeur gant ar bevare doare Playstation, gant ur savenn media enlinenn, un heuliad lankerioù, ur pellgomz hag un toullad kelaouennoù.

Letrin kentañ an heuliad a oa bet ar PlayStation, al letrin kentañ eo da dizhout gwerzhadennoù ken uhel: 100 milion gwerzhet, 9 bloaz ha 6 miz goude ma vefe lañset. Heuliet e oa bet gant arPlayStation 2, a oa bet roet lañs dezhi er bloavezh 2000. Ar PlayStation 2 a chom hiziv-an-deiz c'hoazh al letrin gwerzhet ar muiañ o tizhout 155 milion skouerenn d'an28 a viz Kerzu2012. Ar PlayStation 3 embannet e 2006 a dizho 80 milion skouerenn gwerzhet dre ar bed holl e miz Du 2013. Letrin diwezhañ Sony betek-en ar PlayStation 4, embannet e 2013, a voe gwerzhet 1 milion skouerenn anezhi e-pad ar 24 eurvezh gwerzh kentañ, dont a reas da vezañ al letrin gwerzhet ar muiañ hag ar buañ en istor ar c'hoarioù video.

Letrinoù ti

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

PlayStation 1

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Playstation 1

Ar PlayStation diazez, embannet d'an3 a viz Kerzu1994, a oa bet an hini gentañ d'an heuliad letrinoù PlayStation. Stummoù disheñvel a vezo ouzhpenn d'an hini diaz: an Net Yaroze, ur stumm PlayStation du gant peadra evit sevel programmoù pe c'hoarioù, ar "PSone" ur stumm bihanaet d'an hini orin, ar PocketStation ur stummmletrin c'hoari hezoug a servije da druchañ er c'hoarioù hag evel memor ouzhpenn. Ul lodenn e oa ar PlayStation d'ar 5vet remziad letrinoù c'hoarioù video o vezañ war ar renk a-enep arSega Saturn hag anNintendo 64. E miz Kerzu 2003, ar PlayStation hag ar PSone a oa bet gwerzhet 102.49 milion skouerenn anezho, deuet e oa da vezañ ar c'hentañ letrin c'hoarioù video o tizhout 120 milion skouerenn gwerzhet.

PlayStation 2

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
PlayStation2
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=PlayStation&oldid=2137502 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp