EnEcuador dija, kent ma voe tizhetAmerika gantKristol Goulm e1492, e veze fardet traezoù gant ur c'hendeuzad platin hagaour. E1557 e teskrivas anItalian Giulio Cesare della Scala ur metal nobl dianav bet kavet etreMec'hiko haPanamá "n'eur ket deuet a-benn da deuziñ na dre dan na dre ardoù spagnat".[2]
Ulloargresk troet war-du an tu kleiz (anargant), e dor stag ouzh unheol (an aour) ur pik en e greiz — dre genstagañ arouezioù an argant hag an aour e savas analkimiourien arouez arplatin
E1741 e kasas ar metaloursaoz Charles Wood standilhonoù platin d'ar c'himiour William Brownrigg, hag e1746 ez erruas reoù all eSpagn gant ar skiantour Antonio de Ulloa. E1748 ez embannas A. de Ulloa un deskrivadur eus an elfenn, hag e1750 e kinnigas Ch. Wood un danevell all d'arRoyal Society[3]. D'e heul e voe studiet ar platin gant meur a skiantour, en o zouez ar c'himioursvedat Henrik Scheffer a embannas e1752 penaos e oa deuet a-benn da deuziñ "an aour gwenn" dre ober gantarsenik.[2] E1772 e voe ar platin arsellet-pizh gant ar c'himiourprusian Karl Heinrich Joseph Reichsgraf von Sickingen, a zeuas a-benn d'e c'hoveliañ goude bezañ e gendeuzet gant aour, dileizhet ar c'hendeuzad endour real (HNO3 + 3HCl) ha dizileizhet ar meskaj gantkloridenn amoniom (NH4Cl). Pelloc'h e1784 e fardas ar Prusian all Franz Karl Achard ur gleuzeur e platin, dre deuziñ ar metal gant harp arsenik.
Ur metal liv anargant eo ar platin.Ker govelius hag orjalennus hag an aour eo ar platin glan e gwirionez :iridiom,osmiom ha kementadoù munut a vetaloù eus familh ar platin a oa er standilhonoù bet arsellet gant Europiz enXVIIIvet kantved. N'eus nemet an aour a gement zo goveliusoc'h eget ar platin, a zo ivez an orjalennusañ eus ar metaloù en o stumm glan. Pounneroc'h eget an aour ao ar platin.[5] Ken govelius eo ma ranker alies e gendeuziñ gant metaloù kalet eus e familh :rodiom, osmiom, iridiom pergen.
Digemm e chom ar platin en aer, e forzh pewrezverk e ve, hogen lakaat a ra anhidrogen hag anoksigen dadarzhañ. A-c'houde arnodennoù K. von Sickingen e ouzer e zileizhañ da reiñ H2PtCl6 (trenkenn gloroplatinek).
CONSIDINE Glenn D.,Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005ISBN 978-0-471-61525-5(en)
DEPOVERE Paul,La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002ISBN 978-2-8041-4107-3(fr)
EMSLEY John,Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001ISBN 978-0-19-850341-5(en)
HOLDEN Norman,History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001Brookhaven National Laboratory(en)Liamm oberiant 26 HER 12