Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Planedenn

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletPlanedenn (disheñvelout).

Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
planedenn
seurt korf-egor
Iskevrennad eusplanetary-mass object,substellar object Kemmañ
Rann eusplanetary system Kemmañ
Next higher ranksteredenn Kemmañ
Renk dres dindanadplanedenn,minor planet Kemmañ
Studiet gantplanetary science Kemmañ
Child astronomical bodyloarell,planetocentric orbit Kemmañ
Parent astronomical bodystar system Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.whosonfirst.org/docs/placetypes/#planet Kemmañ
Model itemMerc'her,Douar,Meurzh,Yaou,Sadorn Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://astronomy.stackexchange.com/tags/planet,https://physics.stackexchange.com/tags/planets Kemmañ
Arouezenn Unicode🪐 Kemmañ
 
Gwel arzour eus anezplanedennOGLE-2005-BLG-390Lb

E-pad pell ne oa termenadur resis ebet eus ar pezh a zo urblanedenn. D'ar24 a viz Eost 2006 ez eus bet degemeret gant anInternational Astronomical Union (IAU ; Unvaniezh Etrebroadel ar Steredoniezh , UES), e-kerzh he 26vet emvod meur, ar ratozhiad 5A hag a dermen ar pezh a zo ur blanedenn.

◆ Ekoskoriad an Heol
1. Ur blanedenn zo urc’horf-egor
(a) a gelc’htro tro-dro d’an Heol ;
(b) en deus a-walc’h adolz evit ma c’hallfe e emc'havitadur bezañ trec'h war nerzhioù ur chorf kalet betek tizhout ur c'hempouez hisdrostatek (eleze bezañ peuzront) ;
(c) en deus distrobet trowardroioù e gelc’htro.
2. Urgorrblanedenn zo urc’horf-egor
(a) a gelc’htro tro-dro d’an Heol ;
(b) en deus a-walc’h adolz evit ma c’hallfe e emc'havitadur bezañ trec'h war nerzhioù ur chorf kalet betek tizhout ur c'hempouez hisdrostatek (eleze bezañ peuzront) ;
(c) n' en deus ket distrobet trowardroioù e gelc’htro ;
(d) n'eo ket ulloarenn.
3. "Korfoù bihan koskoriad an Heol" a vo graet eus kement tra all a geltro tro-dro d'an Heol, war-bouez alloarelloù[1].
◆ En ur c'hoskoriad arall

Abaoe1995 ez eus bet kavet 5 333 flanenedenn e 3 932 goskoriad en diavaez da goskoriad an Heol[2] ; setu amañ termenadur hevelep korfoù-egor hervez an IUA.

1. "Planedennoù" a reer eus korfoù-egor dezho ur gwir dolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel andeuteriom, a gelc'htro tro-dro dastered, da gorrennoù gell pe zilerc'hioù steredel, hag a zo feur o zolz e-keñver ar c'horf kreiz bihanoc'h eget ≈ 1/25, penaos bennak e vefent bet stummet. Heñvel ouzh an hini a vez implijet e koskoriad hon Heol eo ar vent vihanañ evit ma vefe lakaet ur c'horf-egor nann-heolel da blanedenn.
2. "Korrennoù gell" a reer eus korfoù-egor bihanoc'h eget an Heol o gwir dolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel an deuteriom, penaos bennak e vefent bet stummet pe forzh pelec'h bennak e vefent.
3. Ne reer ket "planedennoù" eus korfoù-egor dizalc'h e druilhadoù stered o zolz bihanoc'h eget an hini a zo ret evit ma c'hoarvezfe uniadur termonukleel an deuteriom, "is-korrennoù gell" a reer anezho (pe forzh pe anv hag a zere ar gwellañ)[3].


En doare-se ez eus 8 planedenn en-dro d’anHeol (en urzh, adalek an Heol) :Merc'her,Gwener, anDouar,Meurzh,Yaou,Sadorn,Ouran,Neizhan.

Dirummet eo bet etaPloudon hag a zeu da vezañ urgorrblanedenn, ur rummad korfoù-oabl all[1] ;134340 Pluto eo hec'h anv abaoe 2006[4].

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1(en)'International Astronomical Union'. Kavet :16/03/2023.
  2. (en)'The Extrasolar Planets Encyclopaedia'. Kavet :16/03/2023.
  3. (en)'International Astronomical Union'. Kavet :16/03/2023.
  4. (en)'NASA'. Kavet :16/03/2023.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Planedenn&oldid=2108227 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp