Penelope (Πηνελόπη ehenc'hresianeg) eo anv gwregOdysseüs ha mammTelemac'hos (Τηλέμαχος) enOdysseiaHomeros. Deuet eo da vout pimpatrom ar wreg feal, abalamour m'he deus gortozet e-pad ugent vloaz distro he gwaz brezelour ha nac'het addimeziñ er c'heid amzer-se.
Dont a ra an anvPenelope eus πηνέλοψ, "pênélops", hag a zo unhouad pe urwaz ouez. Diwar gement-se eo aet lod betek faltaziañ, hep prouenn avat, e c'halle bout undoueez kozh bennak e stumm unevn.
Merc'h e oa daIkarios ha d'e wregPeriboia. Dimezet e oa daOdysseüs, roueItaka, hag ur mab o devoa,Telemac'hos, ganet tre a-raok ma voe galvet Odysseüs da vont davrezel Troia. Ugent vloaz e chomas da c'hortoz distro he fried, a oa bet dek vloaz er brezel ha dek vloaz o tont en-dro. E-keit-se he devoa ranket nac'hañ goulennoù meur a briñs evelAgelaos,Amfinomos,Ktessippos,Demoptolemos,Elatos,Euryades,Eurimac'hos,Iros haPeisandros, hag en o fennAntinoos, e-pad pevar bloaz goude kouezhet kêrDroia. Pa zistroas Odysseüs, gwisket evel ur c'hlasker-bara kozh, e welas e oa chomet feal e bried. Ijinañ a reas Penelope gwidreoù evit daleañ atav, hag unan anezho e oa lavarout gwiadiñ liñsel obidoù he zad-kaerLaertes ha bezañ prest da zibab ur pried nevez pa vije echu he labour. Bemnoz, e-pad tri bloaz, he devoa dispennet tammoù eus he gwiad ken an deiz ma komprenas he mitizhien he gwidre ha m'he diskuilhjont d'he lesaerien.