Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Pedro Iañ Brazil

Eus Wikipedia
Pedro IV Portugal a oa ivezPedro Iañ Brazil
Pedro Iañ o sevel anHino Nacional (hizivHino da Independência), e 1822. Livet gantAugusto Braga.


Pedro Iañ Brazil, pePedro IV Portugal, pePedro de Alcântara Francisco António João Carlos Xavier de Paula Miguel Rafael Joaquim José Gonzaga Pascoal Cipriano Serafim de Bragança e Bourbon (1798-1834), a oaroue Portugal hagImpalaer Brazil.

E vuhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar priñsig Pedro, pa oa daou vloaz. Poltred gant Augustin Esteve, war-dro 1800.

E yaouankiz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mab e oa daJoão VI (1767-1826),roue Portugal ha Brazil, ha d'e bried, an infantez spagnolCarlota Joaquina de Borbón (1775-1830). Infant Portugal e oa, hag anvet e voe daBriñs Beira en1801 pa varvas e vreur henañ, an infant Antonio (1795-1801), rak an titl-se a veze roet da eil pennhêr ar gurunenn e Portugal.

E dibenn miz Du1807 e voe aloubet Portugal gant armeoù gall an impalaerNapoleon Iañ, ma rankas an tiegezh roueel hag al lez lestrañ da vont d'an harlu da Vro-Vrazil. D'ar7 a viz Meurzh1808 e tegouezhjont eRio de Janeiro, hag eno e voe diazezet gouarnamant Portugal.

Dieubet e voe Portugal en 1811, ha lamm a voe roet da Napoleon en 1815 e Waterloo, ha koulskoude e chomas anTiegezh Bragança e Brazil, ma teuas an drevadenn da vezañ rouantelezh en 1815, ha krouet neuze Rouantelezh unanet Portugal, Brazil hag anAlgarvoù.

En1816 e varvas e vamm-gozh, ar rouanezMaria Iañ Portugal (1734-1816), hag anvet e voe he mabJoão VI da roue, ha Pedro, ar mab-bihan, dazug Bragança ha dabriñs Brazil.

Un dispac'h a c'hoarvezas e Porto en 1820 avat, ma rankas an darn vrasañ eus tud an tiegezh distreiñ da Europa en Ebrel 1821. A-raok mont di e laoskas ar roue João, tad Pedro, rejañs Brazil gant e vab.

E Brazil

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eo nemet e1821 e tistroas João VI da Bortugal, goude leuskel e vab Pedro e Brazil evel rejant. D'an13 a viz Mae1822 e voe embannet gant kuzul-kêrRio de Janeiro e oa Pedrodifenner ha gwarezour hollbad Brazil.

D'ar7 a viz Gwengolo1822, eSão Paulo, ec'h embannas ar rejant Pedro dizalc'htedBrazil, ha d'an12 a viz Here (en deiz ma tapas e 24 bloaz) e leurgêr Santana eRio de Janeiro, e teuas da voutimpalaer Brazil evel PedroI. Kurunennet e voe er gêr-se d'ar1añ a viz Kerzu1822.

Pa varvas e dad e teuas da voutPedro IV, roue Portugal hag an Algarvoù d'an10 a viz Meurzh1826.

D'ar17 a viz Here1829, e Rio de Janeiro, ec'h addimezas Pedro gantAmélie von Leuchtenberg (1812-1873) (merc'h daEugène de Beauharnais).

Dimezioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas:

E vugale

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

18 bugel en doe Pedro.

Digant e bried kentañ,Maria Leopoldine Aostria, Arc'hdugezAostria:

Pedro II Brazil pa oa bihanik.

Digant e eil priedAmélie von Leuchtenberg, impalaerez Brazil (1829–1831), dugez Leuchtenberg ha Bragança:

Gant eserc'h,Domitília de Castro e Canto Melo, markizez Santos:

Gant ar C'hallezNoémi Thierry :

  • Pedro, marvet a-raok e zaouzek miz;
  • Ur verc'h, marvet a-raok he daouzek miz;.

GantMaria Benedita de Castro Canto e Melo, baronez Sorocaba ha c'hoar damarquesa de Santos:

Gant anUruguayadezMaría del Carmen García en doe ur bugel ganet marv.

Gant e serc'h c'hallClémence Saisset :

  • Pedro de Alcântara Brasileiro.

Digant al leanez portugalatAna Augusta Peregrino Faleiro Toste (vila de São Sebastião, 1809 -Angra) en doe ur mab all, anvet Pedro (1832 pe 1833), a vije chomet bev betek an oad a 4 pe 5 bloaz.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pedro_Iañ_Brazil&oldid=1636844 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp