Arpatatez, peavaloù-douar, a zotorzhelloù mat da zebriñ ar blantenn eus ar spesadSolanum tuberosum, eus kerentiad arSolanaceae. Graet e vez gant an anv-se koulz evit ar blantenn ("plant patatez") hag evit he zorzhelloù a vez debret evel legumaj.
E brezhoneg e vez lavaret koulzpatatez hagavaloù-douar. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez[1]. Ar stummpato (/pa'toˑ/) a vez klevet e Kernev-Uhel, ha betek ePlougonven, eTreger.
Ar re abred: a vo tennet 90 devezh well-wazh goude dezho bezañ bet hadet
Ar re damabred: a vo tennet a-raok 110 devezh goude dezho bezañ bet hadet.
Ar re damdiwezhat: a chomo 120 devezh en douar.
Ar re diwezhat: a chomo etre 120 ha 140 devezh en douar a-raok na vo torret an erv warne. Mat e vezont da viret.
An daou seurt kentañ, abred ha damabred, a vez tennet pa grog ar c'horz anezho da grazañ, e-tro 110 devezh .
Ar patatez prim a vez tennet a-raok dezho mont en o azv, pa gomañs o c'horz dont melen. Tud zo a gav mat ar frouezh pe al legumaj pa ne vezont ket en o ment pe en o blaz c'hoazh. Gwelloc'h e vijent. Seul vihanoc'h, seul welloc'h, emezo.
Adalek 120 devezh bet en douar e vez graetavaloù nevez eus ar re gentañ a vez tennet. Troc'hañ a ra an nen ar c'horz warne an aliesañ evit ma chomint un tamm c'hoazh. Goude-se e vez graetavaloù douar diwezhat eus a re a vo miret un nebeud mizvezhioù e freskijenn ar c'hav teñval, dre ma vint debret, nepell diouzh ar boutailhadoù gwin ruz (dre ma vint divontet d'o zro).