Kêr-bennBro-C'hall eoPariz (Paris egalleg, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'hrannvroEnez-Frañs ivez. 2,187 milion a dud a zo o chom e kêr Pariz d'ar 1añ a viz Genver 2020. Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.
Savet eo bet war unan euskammdroennoù arSaena (daoust ma tlefer envel anezhi anYonne hervez an hidrologourien[2]).Santez Jenovefa eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet daAttila, roue anHuned, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn.Ger-ardamez Pariz,Fluctuat, nec mergitur (O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet gant un arouez kozh-tre, hini arvag, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr erGrennamzer. Ur roll dibar en deus c'hoariet e istor Bro-C'hall abaoe ar Grennamzer ha betek hiziv.
Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'hemonumantoù bras ha bihan, niverus an holl anezho, evel anTour Eiffel hag arBolz-enor, ha d'he buhez sevenadurel ivez(Daveoù a vank). Un istor kozh a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit arpellgehenterezh a-dreuzEuropa(Daveoù a vank). Ul lec'h brudet evit arc'hiz hag arpompad eo ouzhpenn. Bodañ a ra war an dro ar galloud politikel, armerzhel, sevenadurel ha barnerezhel eFrañs.
Hervez anEBSSA e oa 2 103 778 a dud o chom e kêr Pariz e 2023. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (enXXvet kantved dreist-holl) eo bet termenettolead kêr Pariz, 12 089 000 a annezidi e 2008 ennañ.
Lutetia e oa elatin gant Julius Caesar,Commentariorum de bello gallico[3] ha ΛουκοτοκίανLukotokia gantStrabon,Geographia, IV, 3, 5[4]. Hep mar e teu ar stumm-se eus argalianeg *luco-, "geun", rak gwall c'heuniek e oa al lerc'h da vare J. Caesar hervez e desteni, hogen n'eur ket evit displegañ al lostger-tecia. E dibenn anImpalaeriezh roman e voe dilezet nebeut-ha-nebeut an anv latin-se.
Ar wriziennc'halianek "kwar" a dalvezfe evitmengleuz, rak meur a hini a zo bet kleuziet er rannvro.(daveoù, mar plij)
Par a c'hellfe bezañ ur gergalianek evit lestr hag ul lestr eoardamez Pariz.(daveoù, mar plij)
Par a c'hellfe ivez bezañ ur gergalianekpario evit kaoter, chaodouron.per en brezhoneg a-vremañ, hervez Xavier Delamarre[5].
Parisius a lenner war pezhioù-moneiz arVeroveed. Eus anv ar bobladgalianParisii e teu ar stumm-se : kement hag "oberourien", "artizaned" e talv an anv, diwar ar wriziennindezeuropek ha galianekpar- "ober", hervez Georges Dottin[6] ;Paris a zo bet miret e galleg adalek anXIIIvet kantved.
Anostilhoù koshañ evit kleuziañ bet kavet warribl ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy ez eus bet kavet roudoù urgêriadenn, savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-welpirogennoù,priajoù,gwaregoù gant obiroù, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen
N'eus kazi keloù ebet eus ar prantad etre ar ragistor ha mare ar galianed-romaned. M'eo bet graet ul liamm etre arParisii, urmeuriadgalian, hag ar gêr a vo anvet Pariz, ne anavezer ket pelec'h ha pegoulz o deus savet ar "Parisii" o c'hêr-benn. Gwelet eo bet "Lutetia", ar gêr seizet gantLabienus,letanantKezar e- 52 (troet e vez "Lutetia" da "Lutèce "egalleg). N'eus roud ebet eus ar gêr galian-se. Klasket e 'z eus bet e inizi ar Sen, enez ar Geoded, enez Saint-Loeiz pe war unenezenn a zo bet e genou ar stêr Bièvres. Nevez'zo eo bet kinniget ma vije bet ar gêriadenn e plas hini kavet eNanterre tost d'ar Menez-Valerian. Ne oa ket Lutetia kêr-benn Galia, metLugdunum (Lyon) eo bet hini ar C'halianed.
Ne oa ket kustum d'ar Romaned sevel o geodedoù e plas ar gêrioù galian ha setu perak ez eus bet ur gêr roman savet er c'hantved kentañ war arriblenn gleiz war dinaou ar Menez Sant-Jenovefa. Arc'hibelldioù a zo bet kavet war ar boulouard Sant-Jermen, an arena e-kichen ar straed Monge, arc'hoariva e-kichen Skol ar vezegiezh hag arvered e plas abati Port-Royal kozh. An ahel Norzh-Su (ar "cardo"") a oa ar straed Sant-Jakez troch'et gant an ahel Kornôg-Reter war-dro an niverennoù 172-174. Arforom a oa eNorzh arc'hroazhent betek ar straed Cujas. Kavet eo bet ur villa hag pevardi etre ar straed Sant-Jakez hag ar straed Gay-Lussac e2006.
Anv ez eus eus Pariz e fin arIVe kantved hag e 508 e teuHlodvig, roue arFranked da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4e kantved (war ar riblenn zehoù a-dreñv d'anTi-kêr a-vremañ). EnIXvet kantved ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-Auxerre. Koulskoude e tismanstras anNormaned an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa savas arGapeted war an tron e987 e oant perc'henn war div gêr a-bouez, Pariz hagOrleañs. O zad-ioù, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.
War ar riblenn zehoù e kaver kêriadennoù bihan savet enXIvet kantved : Sant-Marzhin-ar Maezioù, Sant-Jermen-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reasLoeiz VI, roue Bro-C'hall (e1108) evel sez pennañ e veli ha chom a reas eno muioc'hFulup II (1190–1220). Er mare-se e voe adsavetkarterioù ar riblenn gleiz hag e savas Fulup II ur c'hlozadur mogerioù evit peder rannger war ar riblenn zehoù: ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hoc'hu, ar Grev ha Sant-Jermen-Auxerre hag ar ranngerioù etre Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Saena. ErXIVvet kantved e savasCharlez V (1371–1380) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehoù ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.
ErGrennamzer e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalzartizaned, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo andiorroadur gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini arvourc'hizien a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez.
E1358 e tarzhas ar c'hentañ devezhreveulzi a zo bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ anDaofin (a voCharlez V) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudasÉtienne Marcel urreveulzi evit kemer kontrol arpalez roueel (daou guzulier an Daofin a voe muntret) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien, en doa kendrec'het ar bobl e veze gouarnet fall arrouantelezh. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h.
E1382 e c'hoarvez emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl vihan Parize vije paeet undell nevez.
E1413, Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi vras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug arBrezel Kant Vloaz. Seizet e oe kreñvlec'h arBastille, met trec'het e oe ar g"Cabochidi" gant tuad Armagnac e1414.
DindanHerri IV e oe savet savadurioù bras gant urraktressavouriezh (Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiadLoeiz XIII a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret armogerioù nevez gantLoeiz XIV,1643–1715). EnXVIIIvet kantved e voe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ antelloù-kêr diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unnegarondisamant kentañ, met ne goloe ket antolpad-kêr nemet ar c'hwec'h kentañ.
E1648 e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa vezeAnna Aostria haMazzarino, he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anvLoeiz XIV, hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas unemsavadeg dibar e Pariz,devez ar bardelloù d'an26 a viz Eost1648 diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz (1588,1648,1830,1832,1848,1851,1871,1944). E1652 e klaskas arpriñs Condé kemer Pariz gant harp arSpagnoled. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioùTurenne ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù arBastille tennañ war lu ar Roue.
Ne blije ket Paris daLoeiz XIV en devoa miret en e soñj devezh ar bardelloù pa voe rediet e vamm, ar Rouanez hag e vugale, da guitaatPalez al Louvre da vont da glask repu da gastell Sant-Jermen, pemp lev pelloc'h. Bihan e oa deuet palez al Louvre pa glaske ar roue bodañ annoblañs en-dro dezhañ. E1685 e kuitaas Pariz allez evit en em staliañ eVersailhez. Koll a reas Pariz darn eus e boblañs aet tostoc'h da greiz ar galloud.
Emsavadeg an ebenourien e penn ar straed Sant-Anton e-kichen kastell arBastille a zo bet ar darvoud a roas lañs d'anDispac'h gall d'an14 a viz Gouere1789. Ar vicherourien, kounnaret gant diviz ar Roue gervelrejimantoù evit evezhiañ ar gêr a lakaas ar sez dirak ar Bastille e-lec'h ma veze kaset tud hep bezañ barnet, met ne chome nemet pemp prizoniad ennañ. E-pad ur c'hantved e oe Fabourz Sant-Anton ul lec'h birvilh politikel dre ma veze meur a stalioù-labour eno. Betek1794, bodad arGumun staliet enti-kêr hag harpet gant kevrennoù ar "Sans-Culottes" a vroudas arrenad nevez mont pelloc'h-pellañ war an tu kleiz.
Dizfiz a vageNapoléon Bonaparte ouzh "Pariz hag he zudachoù" ("populace") hag en deus soñjet staliañ ar gêr-benn e Lyon, met lakaat a reas da sevel monumantoù bras (Bolz-enor ar Steredenn, Bolz-enor ar C'harigellerezh, Trepas meur Norzh al Louvre) a lakas da greskiñ brud ar gêr e Europa.
Er bloavezhioù1830 e vez leuniet ar spas a chome betek mogerioù ar Feurmerien jeneral a oaharz melestradurel ar gêr. E1840 e tivizas argouarnamant renet gantAdolphe Thiers sevel ur voger-tro nevez c'hwec'h kilometr pelloc'h c'hoazh er maezhioù.
Pariz sellet diouzh estaj uhelañ arBolz-enor, an tour Eiffel war an tu-dehou
E-doug anXIXvet kantved e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h (koc'huioù, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad anEil Impalaeriezh (1852–1870) e voe anvet gantNapoleon III ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe stalietkazarnioù evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voeliorzhoù publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).
E1860 e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)
Karter an Défense, kartier an aferioù, a-dreñv d'an Tour Eiffel
Ken fall eo an aer e Pariz ma voe divizet aozañ un devezh e Meurzh 2014 o tifenn ouzh ur rumm gweturioù zo ruilhad un devezh-pad. Dre vurzhud e vije bet gwellaet dinoazded an aer abaoe.
Ur gêr hepken zo gevellet gant Pariz :Roma, abaoe1956. « Pariz hepken zo dellezek eus Roma ; Roma hepken zo dellezek eus Pariz » eo lugan ar c'hevelladenn. Skoulmet ez eus bet emglevioù kenlabour ha mignoniezh memestra gant kêrioù all ar bed :Tokyo e1982,Tel Aviv e1985,Berlin e1987,Madrid e2000 haDakar e2011.
Noël Duval, Patrick Perin, Jean-Charles Picard ːTopographie chrétienne des cités de la Gaule des origines au milieu du VIIIè siècle. VIII. Province ecclésiastique de Sens (Lugdunensis Senonia). De Boccard. Paris. 1992
A.L.F. Rivet & Colin Smith ːThe Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979-1982[7]
↑(fr) Xavier Delamarre,Dictionnaire de la langue gauloise : une approche linguistique du vieux-celtique continental, Errance, dastumadeg « Hespérides », 2003, eil embannadur., 440 p. (ISBN 2-87772-237-6)