Urpalud sall zo unekoreizhiad eus an arvor e lodenn uhelañ an aod tizhet gant ar mareoù, etre an douar hag ar mor pe andour damsall hag a vez beuzet en un doare ingal gant ar mareoù. N'eo ket ul lodenn eus an aod-vev koulskoude. Goloet e vez gantplant halofitek evel geotennoù pe strouezh[1][2]. Ur roll a-bouez-bras o deus ar plant-se evit stabilded ar palud rak pakañ ha derc'hel a reontgouelezennoù. C'hoari a ra ar paludoù ur roll a-bouez e-barzhrouedad boued an dourioù ha pourchas maguzennoù da loened an aod. Herberc'hiañ a reont loened-douar ivez ha perzh a gemeront e gwarez an aodoù[2].
Lakaet ez eus bet kalz paludoù sall e dañjer gant doareoù ober fall evit mererezh ha difenn an aodoù, da skouer pa veze kemeret douaroù gant an dud pe pa vezent saotret gant al labour-douar pe gant implijoù greantel all. Ouzhpenn-se,sav live ar mor abalamour dagemm an hin a laka paludoù all e dañjer, abalamour darimierezh an aodoù ha da gonfontadur ar paludoù kozh[3][4]. Nevez zo eo bet anavezet pouez ar paludoù sall, gant an ekologourien ha gant ar gevredigezh dre vras, evit arvevliesseurted, ar produuster ekologek hag evit servijoù ekoreizhadek all, evelbac'hadur ar c'harbon. A-drugarez d'an anavezadur-se ez eo gwellaet gwarez ha mererezh ar paludoù sall abaoe ar bloavezhioù 1980.