Anozon a zo stumm triatomek anoksigen ; O3 eo arouez an ozon. Kavet e vez dindan urgwrezverk hag urwask reizh dindan stumm urgaz graet gantmolekulennoù triatomek. Ar perzh-mañ (d.l.e. kaout daou stumm nes) a zo daelfennoù kimiek zo a zo anv anallotropiezh.
Diskuliet eo bet e 1840 gant Christian Friedrich Schönbein hag hemañ en deus roet an anvgresianek evit arc'hwezh (verbozein) diwar ar c'hwezh a glever pa 'z eusarnevioù.
M'eo galloud pennañ an oksigenoksidañmetaloù zo, kalz brasoc'h eo hini an ozon evit e ober. Setu perak n'eo ket mat d'an dud eanalañ. Ouzhpenn-se en deus an ozon urc'hwezh fall awalc'h, tost ouzh hini arc'hlor (hag hemañ a zo dañjerusoc'h e analañ c'hoazh).
Produet e vez an ozon diwar an oksigen dindangwered an diskargoù tredan, an darnvuiañ dre ma eus kalz anezho en aergelc'h pa vez arnevioù. Pep fulenn a c'hell treuzfermiñ an oksigen d'an ozon ha setu perak eo deuet kefluskerioù tredan koulz dre darzh da vezañ abeg an ozon a glever e aergelc'h ar c'hêrioù a-wechoù. Met treuzfurmadur an nitrogen (NO2) produet ganttrelosk anesañs erc'hefluskerioù dre darzh a zo ar vammenn all ken a ya uhel awalc'h kementadoù an ozon erstraedoù strizh. Kredet eo abegklañvedoù analañ evit meur a zen, ar re gozh dreist-holl.
Un dalvoudegezh bras en deus an ozon pa ya darn anezhañ da vont uhel-tre en aergelc'h ken ez eus urgwiskad tev tro-dro d'anDouar. Gwareziñ a ra ar gwiskad-se an hollvevien ouzh dañjer bras bezañ devet gant ar skinoùuslimestra a zeu a-gementadoù divent diouzh anHeol. Abaoe 1987 eo bet merzet ez eus toulloù bras e-barzh ar gwiskad, dreist-holl a-us d'arPol Su ha tro-war-dro (Antarktika,Suafrika,Aostralia hag inizi an takad). Evit gwir n'eo ket toulloù a zo bet mentet, met rouesadurioù (digresk andouester).
Krediñ a ra ar skiantourien e teu an dra eus produadur ar gazoù graet gant arc'hlor fluokarbon (KFK) hag ar re-e a zo bet implijet kalz eryenerezed hag evit aozañ arpolistiren.