Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ouranos

Eus Wikipedia
Giorgio Vasari,Kronos o spazhañ Ouranos,XVIvet kantved
(Palazzo Vecchio,Firenze)

Ouranos (henc'hresianeg : Οὐρανός /Ouranós "oabl steredek") eo anOabl e mojennoùHenc'hres.Uranus a veze graet anezhañ eRoma.

Mab e oa d'an doueezGaia, anDouar, ganet ganti hep tad hervezHesiodos en e levrTheogonia.Breur e oa daOurea, doueez armenezioù ha daBontos, doue armor don. Diwezhatoc'h, war-lerc'h Hesiodos, e voe roet un tad dezhañ,Aither. Mab daNyks, an Noz, eo hervez oberourien all anHenamzer.

Mojenn Ouranos hervez Hesiodos

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dont a rae Ouranos, an Oabl, bemnoz, d'en em barañ gant Gaia, an Douar. Evel-se e voe engehentet anDitaned, c'hwec'h mab ha c'hwec'h mec'h, hag arGikloped, hag ivez anHekatonc'hired,ramzed o c'hant brec'h. Kasoni a vage Ouranos ouzh ar re-se avat, hag o dastum a reas pell dindan an douar, enTartaros, ma voe glac'haret o mamm Gaia.

Neuze e c'houlennas Gaia digant he mabKronos lazhañ e dad. Spazhañ e dad a reas Kronos ha diwar ar gwad a flistre e voe ganet arRamzed,Merc'hed ar Gonnar, hag arMeliadezed.

Taolet e voe strobelloù Ouranos er mor, ha diwar kej-mejgwad hasper haspoum eo e voe ganetAfrodite, doueez ar Garantez.

Diwar-benn ar vojenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ne oa kehelerezh ebet en-dro d'ar vojenn. Karg Ouranos a seblant bezañ arouez un doue trec'het eus un amzer gozh, a-raok deroù ar gwir amzer. Goude e spazhidigezh ne zeuas ket an Oabl ken da c'holoiñ an Douar da noz, chom a reas en e lec'h, hag echu gant an engehentiñ ha krouiñ euzhtud pe euzhviled.

Ne veze ket gwelet Ouranos evel un doue denheñvel, war-bouez e mojenn e gelloù stlapet er mor. Ne oa nemet an oabl, un doenn arem dalc'het gant an TitanAtlas.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Protogenoi

C'haosAitherGaiaOuranosHemeraC'hronosErosErebosNyksOfionTartaros

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ouranos&oldid=2020416 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp