Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ordovices

Eus Wikipedia
Ar pobloù brezhon er vro a deuio da vezañ Kembre, a-raok aloubadeg ar Romaned. Martezeüs a-walc'h eo an harzoù lakaet amañ etre ar pobloù.
Kartenn all, gant amezeien ar bobl Cornovii

AnOrdovices a oa ur bobl vrezhon enEnez Vreizh a-raok an aloubadeg roman, er vro a vo anvetKembre. Amezeien e oant d'arSilures er c'hreisteiz ha d'anDeceangli er biz, ha marteze d'ar g-Cornovii. Saverien-chatal e oant, ha saverien kreñvlec'hioù war an tuchennoù.

O anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer kavout en o anv ar gerioù 'ordo-wik-', ha neuze ar ger iwerzhonek 'Ord', ar ger kembraek 'Gordd' (gant ur G- ouzhpennet), kar d'ar ger brezhonekhorzh. Da neuze e vijent martezepobl an horzh.

Chom a ra anv ar bobl en anv-lec'hDinorwig, e Gwynedd.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eus ket kalz evelto enEnez Vreizh a zalc'has penn ouzh ar Romaned. Kaset e voe ar stourm gantCaratacos, a oa harluet en o bro goude ma oa bet trec'het enemgann ar Medway e 43. Dont a reas Caratacos da vout rener an Ordovices ha hini o amezeien Silures, ha brasañ enebour ar Romaned en amzer-se, er bloavezhioù 50.

GoudeEmgann Caer Caradoc, e voe trec'het Caratacos gantPublius Ostorius Scapula, hag echu e voe d'an Ordovices gourdrouz Roma, e-pad ur pennad.

Er bloavezhioù 70 koulskoude en em savas an Ordovices a-enep ar Romaned, ha distrujañ a rejont ur rejimant roman war varc'h. Euzhus e voe ar c'hastiz, hag hervezTacitus e voe lazhadeget ar bobl gant arme romanAgricola, tad-kaer an istorour, e77/78..


Pennad kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Pobloù brezhon Kembre

  DeceangliDemetaeGanganiOrdovicesSilured


Gwelout ivez :BrezhonedEnez VreizhRouantelezhioù brezhonHanternoz Kozh

g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
g  ka  ke
Pobloù Enez Vreizh
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ordovices&oldid=2119713 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp