OnlyFans zo ur servij embann endalc'hadoù dre goumanant war internet diazezet eLondrez, erRouantelezh-Unanet. Ar servij a vez implijet dreist-holl gantlabourerien ar reizh oc'h embannpornografiezh. N'eo ket an dachenn nemeti lec'h ma vez oberiant krouerien, bez ez eus ivez krouerien oebriant war ar sport, ar sonerezh.
Danvez ar savenn a zo krouet gant hiniennoù ha kinniget hag arc'hantaouet dre goumanantoù miziek lodenn ar gwin, ha paeañ dre gwelet. 80% eus an arc'hant rastellet a vez roet d'ar grouerien. An embregerezh a zo bet o reiñ lañs d'ur savenn streaming digoust hasafe-for-work, OFTV, e 2021. Al lec'hienn OnlyFans a zo deuet da vezañ brudet da vat pa oa bet ar c'honfinamant gantBedreuziad COVID-19. Kalz tud o devoa kollet o labour pe o doa gwelet o arc'hant da vont berr. E miz Mae 2023, OnlyFans en doa ouzhpenn 3 milion a gontoù krouer ha 220 milion a gontoù enrollet.