Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ofis santel

Eus Wikipedia
Galileo Galilei dirak an Ofis santel, gantJ.-N. Robert-Fleury (1847)

AnInkizision (latin :inquisitio brezhoneg: "enklask"),Ofis santel e anv ofisiel, a oa ullez-varn hervez argwir kanonek, lakaet e pleustr gant anIliz katolik er bloaz1184 evit stourm ouzh ar pezh a lakae da zisivoud (hæresis), eleze kement soñj, mennozh pe oberenn a lakae da gontrol d'an dogm katolik.

Ledan e oa skalf ar c'hastizoù : eus pedennoù ha pinijennoù betek telloù-kastiz pa ne veze ket prouet an disivoud, eus diberc'hennadur an holl vadoù evit an dud a guitae ar relijion (apostata "dianzavour") betek arboan a varv evit ar re a oa arre en disivoud (relapsus "adfeilhet"). War-dro 3 000 den a voe lazhet gant an Inkizision a-hep pemp kantved enEuropa[1]

Barn a rae ar "falskrederien" ivez, dreist-holl arcatariezh,Iliz Valdo hag andisivoud protestant.

Betek1965 e padas an Ofis Santel ; er bloaz-se e voe adanvetBreuriezh evit kelennadurezh ar feiz[2], met ul lez-varn (dicastère, eus anhenc'hresianeg δικαστήριονdikastêrion "lez-varn") ez eo bepred.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Brenon, Anne.Le choix hérétique – Dissidence chrétienne dans l'Europe médievale. Cahord : La Louve, 2006(ISBN 978-2-916488-01-1)
  2. (fr)Dicastère pour la doctrine de la foi @ Vatikan
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ofis_santel&oldid=2087136 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp