Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Obolenn

Eus Wikipedia
Obolenn 12mm he zreuzkiz, poltredDemetrius Iañ (Rouantelezh Baktria) warni (c. 190 kent J.-K).
Obolenn 34mm he zreuzkiz,Stadoù Unanet an Inizi Ionian,1819.

Anobolenn[1], a oa ur pezhmoneiz a veze en implij enHenc'hres. Implijet eo bet ivez enEuropa arGrennamzer, eBro-C'hall betek anDispac'h Gall hag enImpalaeriezh Breizh-Veur betek anXIXvet kantved.

Gerdarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diwar anhenc'hresianeg ὀβολόςobolos, ὀβελόςobelós, ὀβελλόςobellós, ὀδελόςodelós, "ivinenn", "tammigmetal".

Moneiz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pezhioù moneiz kozh eo an obolennoù. Er penn-kentañ, hervezPloutarc'hos (c.46c.125), e oant tammoùigoùkouevr pearem a veze nevidet dre o fouez : 6 obolenn a yae d'ober undrachma "un dornad", da lavarout eo 4,31g enAttika ha 6,3 g enAigina[2],[3].

Obolos e stumm barrennoù – Midi ar Moneiz, Aten

Furchadennoù enArgos, unan eus henañ kêrioù ar bed, a zegasas er gouloù dousennadoù eus an obolennoù kentañ, hag a zo koshoc'h eget 800 kent J.-K. Gant anhenoniourien e voent deskrivet evel "rikoù moneiz" kentoc'h eget pezhioù moneiz, pa ne oant ket kognet ha ne oa anezho nemet tammoù metal na servijent ket da fardañ traezoù[4].
Hervez Ploutarc'hos bepred e oa eSparta obolennoùhouarn e stumm barrennoù, evit ma vefe diaes berniañ pinvidigezhioù[5].

EnAten e veze eskemmet obolennoù e stumm pezhioù moneizarc'hant, hogen ret e veze bepred kaout 6obolos d'ober undrachma ; pezhioù 2 obolenn ha 3 obolenn a oa ivez, anvetdiobol hatriobol. Un obolenn a dalveze 8 χαλκοίkhalkoí, "kouevrenn.

Lidoù kañv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sebeliet e veze ar re varv gant un obolenn en o genoù, evit ma c'hellfent goprañHaides da dreuziñ arstêrAc'heron. Hervez ur vojenn, kondaonet e veze ar gerent re baour pe re bizh evit paeañ da gantren war ribl ar stêr e-pad kant vloaz.

Pouez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da unanenn evit pouezañ traezoù e talveze an obolenn ivez, koulz en Henc'hres hag enImpalaeriezh roman.[3]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur istorel ar brezhoneg.
  2. Ploutarc'hos,Les vies des hommes illustres – Vie de Lysandre, troidigezh gant an abad Dominique Ricard, 18868 —Lenn en-linenn
  3. 3,0 ha3,1Evit gouzout hiroc'h, gwelit ar pennadReizhiad unanennoù henc'hresian.
  4. (en) FOKKENS, Harry & HARDING, Anthony :The Oxford Handbook of the European Bronze Age, Oxford University Press, 2013(ISBN 978-0199-57286-1)
  5. Ploutarc'hos,Vie de Lycurgue - 9
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Obolenn&oldid=2133187 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp