Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Oberkommando der Wehrmacht

Eus Wikipedia
Oberkommando der Wehrmacht
general staff
Deiziad krouiñ4 C'hwe 1938 Kemmañ
Anv er yezh orinOberkommando der Wehrmacht Kemmañ
Anv berrOKW Kemmañ
Brezeltalbenn Europa an Eil Brezel-bed Kemmañ
Skour luWehrmacht Kemmañ
Den e penn an aozadurChief of the High Command of the Armed Forces Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Aozadur mammWehrmacht Kemmañ
Sez sokialMaybach I and II Kemmañ
Erlec'hiañ a raMinistry of the Reichswehr Kemmañ
Deiziad divodañ8 Mae 1945 Kemmañ
Renet gantWilhelm Keitel Kemmañ
 


AnOberkommando der Wehrmacht (brezhoneg : "Penn uhelañ an nerzhioù armet"), berraet enOKW, a oa ul lodenn eus framm gourc'hemenniñ arWehrmacht (nerzhioù armet) anTrede Reich e-pad anEil Brezel-bed. Krouet e 1938, an OKW a oa da vezañ mestr war al lu alaman, arKriegsmarine (morlu Alamagn) ha war alLuftwaffe (aerlu Alamagn).

Chikan a oa etre skourioù disheñvel an nerzhioù armet ha dreist-holl ar skourioù gourc'hemenniñ, dreist-holl gant anOberkommando des Heeres (pe OKH), setu penaos ne oa ket deuet a-benn ar raktres o welet an OKW evel penn uhelañ gourc'hemenniñ an holl nerzhioù armet unvanet alaman.

Memestra e oa deuet a-benn da vezañ an diaz evit sevel oberiadennoù brezel o welet an teir skour o kenlabourat asambles. E-pad ar brezel an OKW, a oa suj d'arFührerAdolf Hitler evel penn uhelañ gourc'hemenniñ nerzhioù ar Wehrmacht, hemañ o kemer muioc'h-mui a c'halloud war an aozadur.

E 1942 an OKW a oa e karg eus an holl tachennoù brezel nemet an hini pouezusañ,Talbenn ar Reter o welet Alamagn anTrede Reich hag e harperien en ur brezel holl a-enep anUnvaniezh soviedel. Hitler a dennas gounid eus ar chikanioù dizehan etre pennoù an OKW hag etre an OKW ha peurest pennoù an nerzhioù armet alaman evit bezañ a-benn ar fin an hini o reiñ an urzhioù.

Istor an OKW

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

An OKW a oa bet krouet adal un urzh eus ar Führer d'ar4 a viz C'hwevrer1938 goude afer Blomberg-Fritsch, evit kemer plas ministrerez brezel ar Reich (Reichskriegsministerium).Adolf Hitler a oa mennet gant talañ ouzh an ofiserien a renk uhel killstourmerien a-fed e politikerez impalaeriel hag aloubiñ o tont. Da geñver al lec'hioù gourc'hemenniñ all alaman, an OKW a oa bet krouet gant Hitler hag evit servij e selloù.

Tamm-ha-tamm e oa bet troet al lec'h gourc'hemenniñ d'un ardivink evit lakaat e urzhioù da vezañ sentet en holl skourioù eus nerzhioù armet Alamagn anTrede Reich.

Aozadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Aozadur gourc'hemenniñ ar Wehrmacht, a-raok ma vefe krouet an Oberkommando der Wehrmacht (1935-1938)
    Aozadur gourc'hemenniñ arWehrmacht, a-raok ma vefe krouet an Oberkommando der Wehrmacht (1935-1938)
  • Aozadur gourc'hemenniñ ar Wehrmacht, goude ma voe krouet an Oberkommando der Wehrmacht (1938-1945)
    Aozadur gourc'hemenniñ arWehrmacht, goude ma voe krouet an Oberkommando der Wehrmacht (1938-1945)
  • Aozadur al Luftwaffe –Gwelout a reer penaos e rankfe bezañ dindan urzhioù an OKW
    Aozadur al Luftwaffe –Gwelout a reer penaos e rankfe bezañ dindan urzhioù an OKW
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Oberkommando_der_Wehrmacht&oldid=2086299 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp