Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Norwegian Wood (This Bird Has Flown)

Eus Wikipedia
Norwegian Wood
sonaozadur
Rann eusRubber Soul Kemmañ
TitlNorwegian Wood Kemmañ
SubtitleThis Bird Has Flown Kemmañ
Seurt oberennkanaouenn Kemmañ
Tachennsonerezh pop Kemmañ
Dezerc’herThe Beatles Kemmañ
Deiziad embann3 Kzu 1965 Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
SonaozerJohn Lennon,Paul McCartney Kemmañ
Testenn gantJohn Lennon,Paul McCartney Kemmañ
ProduerGeorge Martin (sonaozour) Kemmañ
 


Norwegian Wood (This Bird Has Flown) a zo ur ganaouennsaoznek gant ar strollad soneriensaozThe Beatles.

Daoust ma voe lakaet war gont ar c'houbladLennon-McCartney hervez an emglev boas, savet e voe ar sonenn gant John Lennon (1940-1980) e gwirionez, e miz C'hwevrer1965. D'an ampoent, edo an arzour o vakañsiñ e Saint-Moritz (Suis) a-gevret gantCynthia Powell (e wreg kentañ,1939-2015),George Martin (produour ar strollad,1926-2016) ha Judy Lockhart Smith (a yeas da wreg Martin e1966). Kenlabourat a reas Paul McCartney (1942-) gantañ koulskoude pa voe anv d'he feurachuiñ.

Dimezet e oa Lennon abaoe miz Eost1962 hag eñ an hini nemetañ eus izili The Beatles er stad-se. Lavarout e oa e barr an eurvad a vefe kement ha pentañ lern ; doganañ e wreg a rae, ken alies e kave tro d'hen ober gant estlammerezed ar strollad. N'eo ket souezh eta e krogfeNorwegian Wood gant "I once had a girl Or should I say she once had me"... oc'h anzav e emzalc'h dre gomzoù goloet. Ebuhezskrid Lennon skrivet gant Philip Norman (1943-), embannet e2008, e tispleg an aozer e krede da gement hini e oa kaoz eusMaureen Cleave (1934-), ar pezh a voe dislavaret gant ar gazetennerez saoz evelato[1]. Er memes levr e veneg Norman anv Sonny Freeman (gwreg al luc'hskeudennerRobert Freeman) a gustume degemer Lennon en he ranndi[2] he mogerioù lambrusket ("She showed me her room, isn't it good, norwegian wood?") diwezhat diouzh an noz.

Enrollet e voe e studioioù EMI eLondrez d'an12 ha21 a viz Here 1965 gant ar strollad en e bezh,George Harrison (1943-2001) o seniñsitar[3] evit ar wech kentañ en ul albom sonerezh pop. 2:01 he fad e voe kanet gant Lennon hag embannet d'an3 a viz Kerzu 1965 evel eil kanaouenn an albomRubber Soul.

Dizimeziñ a reas John ha Cynthia Lennon d'an8 a viz Du1968 tra ma taremprede ar c'hanour an arzourezjapanatYoko Ono (1933-) abaoe mizvezhioù c'hoaz.

Ar gerioù...

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Tim Hill,THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here2008 pajenn 89.

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Philip Norman,John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers,2008, pajenn 606.
  2. Lec'hiet e oa en Emperor's Gate (Londrez), dindan hini... John Lennon.
  3. Kejet en devoa Harrison gant ar soner sitar brudetRavi Shankar (1920-2012) e miz Eost 1965 da-geñver troiad The Beatles eStadoù-Unanet Amerika.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Norwegian_Wood_(This_Bird_Has_Flown)&oldid=2115748 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp