Stag eo an iniziSvalbard haJan Mayen, en norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia, koulz hagEnez Bouvet, e su ar Meurvor Atlantel.Enez Pêr Iañ, e su arMeurvor Habask, a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outi evel ul lodenn eus ar Rouantelezh.
War unan eusmein Jelling eDanmark e voe engravet e runoù (c.980) an anvNuruiak, a vez treuzskrivetNorveg[8].
Bev eo chometNorvegr eryezhoù skandinavek betek emdreiñ dreNorégr haNorégi enNorge edaneg hag esvedeg ;Norge ivez a lavarer ebokmål,Noreg eo enynorsk ("norseg nevez"), an div yezh ofisiel a ya da sevel annorvegeg[9].
Un displegadenn all, n'eo ket testeniekaet avat, eo e teujeNorge eusNór rigerouantelezhNor, peNorr, saver ar rouantelezh hervez ar vojenn (evelKonan Meriadeg e Breizh).
En amzer arVikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek anIXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel anInizi Faero,Island, enezegBreizh-Veur,Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e1387 hag unanet e voe ar vro gantDanmark haSveden enUnvaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar erXVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gantDanmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eusEuropa pa voe degemeret arbrotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eusEuropa war bez Sant Olaf eNidaros. Goude ma voe faezhet gantNapoleon e rankasDanmark lezel Norvegia gantSveden e1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evelGreunland,Island, anInizi Faero, a chomas stag ouzhDanmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzhSveden nemet dre ma oa roueSveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e1905.
Neptu e chomas Norvegia e-pad arBrezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare anEil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant anAlamaned e miz Ebrel1940 e-padEmgann Norvegia. Ar RoueHaakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout daVreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gantVidkun Quisling. Dieubet e voe e1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien anAFNA hag anABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ,Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet eMor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont enUnaniezh Europa (e1972 hag e1994).
Urrouantelezhvonreizhel eo Norvegia, gant urParlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.
169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, arStorting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, anOdelsting hag alLagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.
Rannet eo Norvegia e 15 kontelezh (fylker) hag e 5 rannvro (landsdel). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :[3]
Ur vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. ArGaldhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh ainizi, a garregoù hag afjordoù.
Emañ hanternoz ar vro en norzh daGelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e welerheol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.
Emañ ar gapitalouriezh sokial e pleustr er vro. 2.1% oa ar feur dilabour e miz Du2006, ha 3.3 % e2014[10].Eoul-maen hagaz a oa 35% eus an ezporzhioù e1999. Ar pesketaerezh zo pouezus ivez.
Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi eus arVikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar boblSami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo arSamied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo bremañ o chom enOslo.
Daous stumm skrivet a zo d’annorvegeg, anvetBokmål haNynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoùsamiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’an norvegeg.