Grand Duke Michael Alexandrovich of Russia,Grand Duke George Alexandrovich of Russia,Grand Duke Alexander Alexandrovich of Russia,Grand Duchess Olga Alexandrovna of Russia,Grand Duchess Xenia Alexandrovna of Russia
Grand Duchess Olga Nikolaevna of Russia,Grand Duchess Tatiana Nikolaevna of Russia,Grand Duchess Maria Nikolaevna of Russia,Grand Duchess Anastasia Nikolaevna of Russia,Alexei Nikolaevich, Tsarevich of Russia
E ren a wellas kouezhadennImpalaeriezh Rusia tremenet eus unan eus ar galloudoù pennañ er bed etrezek ur grizenn ekonomikel ha ramzel drastus. GantTrajedienn Khodynka,pogromoù enep-yuzev,ar Sulvezh Gwadus, flastradenn garv Dispac'h Rusia 1905, lazhadeg an enebourien politikel ha dre bezañ lakaet da bennkaoz arBrezel etre Japan ha Rusia e voe lesanvetNikolaz ar Gwadus, peNikolaz Vil gant e enebourien politikel. An istoriografiezh Soviedel en devoa roet ur skeudenn mantrus eus an Tzar diwezhañ diskouezet evel un den gwan, gwadus, hag en devoa degaset dre choazoù fall kolloù brezel ramzel ha marv milionoù eus e sujedoù. Hiziv-an-deiz ez eo sioulaet a glaz ar sell-se.
Unan eus fotoioù diwezhañ Nikolaz II Rusia eTsarskoye Selo a-raok bezañ lazhadeget gant e holl familh.