Ganet e voe Nicolae Ceaușescu d’ar26 a viz Genver1918 eScornicești, ur gêriadenn eus kreisteiz Roumania. Er bloavezhioù 1930 e teuas da vezañ komunour ha toullbac’het e voe abalamour d’e obererezh politikel. E1939 e timezas daElena Petrescu. Adal1940 e voe toullbac'het, asambles gant ar penn bras komunourGheorghe Gheorghiu-Dej, ha dont a reas da vezañ unan eus e heulierien.
E1944, ur pennadig a-raok ma voe aloubet Roumania gant anArme Ruz, e tec’has Ceaușescu diouzh an toull-bac’h. E1944–1945 e oa sekretour Kevredigezh ar Yaouankiz Komunour hag e1945 ez eas e-barzh poellgor kreiz ar Strollad Komunour. Er gouarnamant komunour a voe savet goude1947, e voe anvet da vinistr al labour-douar da gentañ (1948-1950) ha da vesministr an difenn goude (1950-1954). Dont a reas e vestr kozh Gheorghiu-Dej da vezañ pennsekretour ar Strollad komunour er bloavezh1955, ha pignat a reas Ceaușescu en urzhaz ar strollad ivez, pa voe anvet er « politburo ». Goude marv Gheorghiu-Dej e1965 e kemeras muioc’h a c’halloud e-barzh ar strollad ha daou vloaz diwezhatoc’h e oa dilennet e penn ar stad.
Hiviziken e oa Ceaușescu o ren war ar vro, evel prezidant ar c’huzul stad, da gentañ, hag evel prezidant Republik Roumania adalek 1974. Evel e ziagentad Gheorghiu-Dej e talc’he d’ober gant ur politikerezh komunour strizh, met dizalc’h diouzh an Unvaniezh Soviedel. E1968 e lakaas Roumania da baouez da genlabourat gantEmglev Varsovia. Nac’h a reas kemer perzh enaloubadeg Tchekoslovakia gant armeoù an Emglev-se hag en ur brezegenn d’an 21 a viz Eost er bloavezh-se e savas a-enep zoken. E 1979 e tisklêrias ivez e oa a-enep aloubadeg Afghanistan gant URSS e 1979.
Met ar politikerezh estren-se ne dalveze ket e oa tuet Ceaușescu, en aferioù diabarzh ar vro, gant andemokratelezh. Kalet e voe e renad evit an disivouderien. Gant ur polis kuzh anvetSecuritate e veze kontrollet buhez ar vro ha gwasket an disterañ enebiezh politikel. War un dro e oa aozet « azeuladur » Ceaușescu dre ar vro.
Skritell propaganda e Bukarest e 1986
Er bloavezhioù 1970 e voe boulc’het ur programm dreist-industrielaat dre ar vro, heñvel a-walc’h ouzh an hini a oa bet gantStalin er bloavezhioù 1930, ha gouzañv kalz a reas pobl ar maezioù. Evit gallout paeañ an dle d’ar broioù estren, ha da vroioù ar C’hornôg dreist-holll abaoe ma oa yenaet an darempred etre Roumania hag URSS, e voe ezporzhiet a-vras gounidoù al labour-douar. Kregiñ a reas an dud da c’houzañv abalamour d’an diouer a voued. Keit ha m’o deveze naon ha ma teuent da vezañ paouroc’h-paour, ne vanke netra da renerien ar vro ha kreskiñ a rae azeuladur rener ar stad hag e wreg. Tailhet e veze ar boued d’an dud vunut, troc’het e veze an tredan hag ar gaz aliesoc’h-aliesañ. E-pad ar bloavezhioù 1980 e tiskennas live bevañ tud Roumania.
E-keit-se, evit kontrollañ gwelloc’h an dud hag ar vro, e voe roet lañs d’ur c’hampagn bras evit adstummañ an annez e Roumania. Evit se e voe distrujet miliadoù a gêriadennoù war ar maez ha savet melloù tiez en o lec’h, adtreset e voe neuz ar c’hêrioù bras, evel e Bukarest da skouer ma voe razhet ur bempvedenn eus ar savadurioù da adsevel ur gêr nevez. Hervez ar gouarnamant e oa graet an dra-se evit treuzfurmiñ ar vro ha dont da vezañ ar « gevredigezh komunour », stad diorroadur uhelañ ar gevredigezh hervez ar prezeg ofisiel. Muioc’h-mui a dud a save a-enep an distruj-se avat.
D’ar17 a viz Kerzu1989 e voe tennet gant ar polis war vanifesterien eTimișoara, war urzh Ceaușescu. Met e-lec’h spontañ an dud, ne reas an dra-se nemet lakaat muioc’h a dud da sevel a-enep ar gouarnamant. D’an 22 a viz Kerzu e voe aloubet savadur Poellgor Kreiz ar Strollad Komunour gant manifesterien e Bukarest, sevel a reas an arme a-du ganto ha tec’hout a reas Ceaușescu gant e wreg. Harzet e voent en ur gêr vihan, 50 km diouzh Bukarest, barnet diwar dizh ha kondaonet d’ar marv. Lazhet e voent d’ar25 a viz Kerzu1989.