Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Neville Chamberlain

Eus Wikipedia
Neville Chamberlain e 1923

Arthur Neville Chamberlain, ganet d'an18 a viz Meurzh1869 hag aet da Anaon d'an9 a viz Du1940, a oa ur politikoursaoz. Ezel e oa eus arstrollad mirour ha bez e voeKentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet etre an28 a viz Mae1937 hag an10 a viz Mae1940. Chamberlain a zo brudet evit e bolitikerezh etrebroadel, dreist-holl evit bezañ bet aozerEmglev München e 1938. Gant an emglev-se e oa bet roet da Alamagn anTrede Reich tiriad arSudetenland (lec'h ma oa alamanegerien) eTchekoslovakia. En desped d'an emglev, pa voe aloubetPolonia gantAdolf Hitler e voe disklêriet ar brezel dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet d'an3 a viz Gwengolo1939. Neville Chamberlain a voe e penn Breizh-Veur e-pad 8 miz kentañ anEil Brezel-bed.

1938 ar Münchener Abkommen (Emglev Munchen), Neville Chamberlain,Édouard Daladier,Adolf Hitler haMussolini.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Neville_Chamberlain&oldid=2154299 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp