Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Nestorianiezh

Eus Wikipedia
Nestorianiezh
anvadur relijiel
Iskevrennad euskristeniezh Kemmañ
Anvet diwarNestorius Kemmañ
DiazezerNestorius Kemmañ

AnNestorianiezh zo ur c'helennadurkristen war meur a sujed e preder plas arar C'hrist hag hiniMari e-keñverDoue. Kelenn a ra e oa liammet daou natur Jezuz Krist (an natur denel hag an natur doueel) gant e volontez kentoc'h eget gant e berson. DiwarNestorius (386-450),PatriarchKêrgustentin (428-431), eo bet anvet al c'helennadur-se, levezonet gant prederTheodoros Mopsuestia.

Tabut a savas enIliz kristen diwar ar c'helennadur-se, kondaonet gantKiril Aleksandria da skouer, a dagas anezhañ abalamour ma nac'he reiñ daVari he zitl a dTheodokos ("Mamm Doue"). SujedSened-IlizEfesos e voe e431 ha kondaonet e oa bet eno evel heretik, kadarnaet eSened-IlizC'halkedon e451 ar pezh a gasas d'andisivoud nestorian pa droc'has an ilizoù nestorian o liammoù diouzh ar peurrest eus ar gristeniezh. Diwar neuze e oa aet heulidi Nestorius d'ar Reter war-zu anImpalaeriezh Sasanid ma kendeuzjont gant an ilizoù kristen eno.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Nestorianiezh&oldid=2069368 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp