Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Nepaleg

Eus Wikipedia

Uryezh indez-aryek eo annepaleg (nepali नेपाली pekhaskura) komzet gant tro-dro da 16.000.000 den en holl eNepal,Bhoutan ha lec'hioù zo eusIndia haMyanmar.

Unan eusyezhoù ofisiel India an hini eo hag ivezyezh ofisiel Nepal, ma vez komzet evel yezh kentañ gant tro-dro d'an hanter eus ar boblañs ha meur a hini all a zo barrek warnañ evel eil yezh.

Tost-tre eo an nepaleg d'anhindeg met degemeret ez eus bet gantañ nebeutoc'h a c'herioù o tont eus arperseg hag arsaozneg hag oc'h implijout muic'h a c'herioù a orinsañskritek.

Gwechall e veze skrivet gant undoare-skrivañ ispisial anvet arskritur boudjimolek (bhujimol), met hiziv e vez implijet kentoc'h ar skriturdevanagari.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Nepaleg&oldid=2087059 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp