| Neith |
|---|
| pe |
 |
EmitologiezhHenegipt e oaNeith un doueez kozh-kenañ, patronez eus Saou (Sais e gresianeg). PriedC'hnoum e oa pe, erFayoum, hiniSobek. War speurennnoù an temploù hag ar bezioù egiptat e veze treset dindan neuz ur vaouez gant ur gurunenn ruz ganti war he fenn (arouezEgipt-Uhelañ). Daou vir kroaziet war ur skoed e oa hec'h arouez.
Doueez an hemolc'h hag arbrezel e oa-hi da gentañ. Kemer a rae perzh e trec'hoù arfaraoned er brezelioù. Dindan ar stumm-se an hini e oa bet heñvelekaet gant ar C'hresianed ouzh an doueezAtena[1]. En he stumm kentañ a zoueez ar brezel e lavared e rae armoù ar vrezelourien hag e tiwalle o c'horf pa varvent.Krediñ a reer e c'hallfe-hi bezañ kevatal an doueezberber hakartagatTanit (Ta-Nit).
Damheñvel ouzh urstern-gwiadiñ e oa hec'h arouez hag abalamour da se ez eas da zoueez ar gwiaderezh ha gounid a reas hec'h anv a dalvez "gwiaderez"[2]. Gwarezerez ar maouezed e oa ha diwallerez an euredoù ivez.
Lavaret e veze ivez e wiade al lurelloù hag al liñselioù lakaet war arbalzamegoù evel ur prof evite.
Unan eus kargoù an douez a oa gwareziñ flugez ar roue war un dro gantIsis,Serket haNeftis. En hec'h emell emañ allestr kanopat zo ennañ stomog an hini marv. Lakaet e veze e reter ar bez ha stoufet e veze gant un taf, dezhañ neuz an doueDouamoutef alies, rak karg Neith e oa gwareziñ ha skoazell an doue bihan-se.
Kemplezh a-walc'h eo ar c'hredennoù o doa Egiptiz diwar he fenn. Dav eo gwelet amañ efed an amzer (en em droet eo ar c'hredennoù) hag eus niver ar mitologezhioù lec'hel a oa en Henegipt. He anv, a challe bezañ komprenet evel ar gerdour, a lakas Egiptiz da sellet outi evel personeladur an dourioù kentañ e-pad krouidigezh ar bed, e mitologiezh anOgdoad, ha dre se evel mammRa. Abalamour ma oa deuet da vezañ un doueez eus an dour e voe sellet outi ivez evel mammSobek, an doue krokodil. Dre ma oa liammet ouzh an dour c'hoazh, da skouer anNil, e voe sellet outi a-wezhioù evel maouezC'hnoum. C'hoarvezout a rae ivez d'an dud tostaat he roll e krouidigezh ar bed d'he karg eus doueez ar gwiadiñ ha lavaret e veze he doa gwiadet ar bed war he stern.Ploutarc'hos a skriv e oa skrivet war he zempl (Aet da get bremañ) :Me eo kement tra zo bet, a zo, hag a vo. Den krouet ebet n'eo deuet a-benn da sevel ar ouel a c'holo ac'hanon.
Kalz diwezhatoc'h he roll douez ar brezel a lakas Henegiptiz da heñvelekaat anezhi ouzhNeftis (hag ouzhAnouket), eusnavad Heliopolis, ha dre se da sellet outi evel gwregSet. En despet da se ne veze ket gwelet fall. Lavaret e veze he doa erbedet e vefe kemeretHorus da faraon e-pad ar brezel etreHorus ha Set, evit tronEgipt.
En e enor e veze lakaet alies maouezed an tiegezhoù roueel en hec'h anv. Da skouer e oa anv ur rouanez eus ar VIvet tierniezh a oa dimezet gant arfaraonPepi II. Kavout a reer hefiramidenn e-kichen hini he gwaz etreSaqqara haDashur.
En e varr e voe e azeulerezh e-pad ar XXVIvet tierniezh egiptat (VIIvet kantved kent J.-K.) dre ma oa a orin eus Sais.
Ur fest bras, anvet "Fest ar c'hleuzeurioù", a veze dalc'het bep bloaz en hec'h enor, hag hervezHerodotos e veze devet ur bern goulaouennoù gant he azeulerien e diavaez an tier e-doug an noz d'ar mare-se. Kavout a reer ivez roudoù eus azeulerezh ur vaouez marvet a deuet da vev en-dro zo liammet gant Neith hag a laka da soñjal en azeulerezhOsiris.
- Neith zo unan eus an doueezed pennañ azeulet gantAmazonedBana-Mighdall el levr bannoù-tresetWonder Woman.
- Neith eo anv ar framm kelc'htreiñ bleniet gant Viola eZone of the Enders, urc'hoari video evit PS2.
- ↑ En e levr anvetTimaios e tisklêrPlaton e oa an doueez gresian 'Atena' dindan un anv all, daoust ma n'o deus ket ar memes orin tamm ebet evel just :"En delta egiptat, ma tisparti dourioù an Nil en e benn, ur bastell-vro zo hag a zo anvet pastell-vroSais, ha graet e vez Sais ivez eus kêr vras ar c'hornad, zo ar geoded a zeu ar roueAmasis diouti. Un doueez diazezerez o deus keodediz ; Anvet eo Neith e yezh Egiptiz, hag e asuront ez eo ar memes hini zo anvet Atena gant an Hellened."
- ↑Hag a laka da soñjal er brezhoneg "nezañ"