Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Naturegezh

Eus Wikipedia
Naturegezh
luskad sokial,philosophical movement,dudi
Iskevrennad eusSevenadur,Noazhded Kemmañ
RelijionChristian naturism Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://inf-fni.org Kemmañ
Dezverket dreNoazhded Kemmañ
Pleustret gantnudist Kemmañ
Tiegezh noazhourien war an traezh
Soudarded eus an aerlu aostralian e 1943 e-tal-kichenDarwin.

Un termenadur ofisiel eus annaturegezh a zo bet degemeret e1974 : « un doare da vevañ a-gendon gant an natur, aroueziet gant ar mont en noazh a-stroll, ha da bal dezhañ degas d’an den muioc’h a zoujañs dezhañ e-unan, d’ar re all ha d’e endro. »
Disheñvel eo eta, daoust m’eo kar-tost, d’annoazhegezh, homañ a zo kentoc’h un doare personel da vevañ, gant ar soñj eo gwelloc’h evit ar c’horf hag ar spered bevañ en noazh, pe neuze evit ar blijadur traken, tra m’eo an naturegezh ur doare bevañ ha preder troet war an natur, bezañ an tostañ outi (bevañ en noazh eveljust met ivez debriñ boued bevoniezhel, doujañ d'an endro, skarzhañ ar merkoù sokial…), ha diazezet eo al luskad ivez war liammoù kevredigezhel (gant frammoù, vakañsoù…), kement-se holl evel ma tiskouez ar geralamanekFreikörperkultur (Kultur ar c’horf distrob).
Diazezet eo war annatur eta, arsport, ar bevañ er-maez, hag alies eo en hañv, war vord an dour, eo e vez lakaet ar mennozhioù-se da dalvezout.
N’eus er mont en noazh-se netra da welout gant arsekselezh. Er c’hontrol, chom a ra dre vras an dud plaen ha parfet war an dachenn-se pa vezont a-wel d’an holl. Ul luskad tost d'ar spered familh eo ivez.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gant andouaroniour gallÉlisée Reclus, en eil rann anXIXvet kantved, e oa bet roet lañs d’ar mennozh-se. Met er broioù alamaneger (Alamagn,Aostria,Suis) eo e reas berzh dreist-holl, hag ivez eSkandinavia hag enIzelvroioù...
Hiziv an deiz eo aotreet mont en noazh war holl aodoùDanmark.
Daoust d’ar pezh a c’heller krediñ, n’eo ket un doare bevañ a ya kalz war-raok bremañ, daoust ma’z a alies a-unan gant prederiadennoù berzh ganto evel anekologiezh. Gant pouez brasoc’h-brasañ sevenadur arStadoù-Unanet (spered al "look" hag ar c'horfoù adc'hraet, liammañ noazhded ouzh sekselezh ha spered dibrenn…) hag arrelijionoù strizh, eo diaesoc’h-diaesañ lakaat ar mennozh da vont war-raok, ha meur a draezhenn a zo bet berzet d’an noazhegerien er bloavezhioù diwezhañ-mañ.

Traezhennoù ma c’heller mont en noazh warno e Breizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ent ofisiel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Erc’humunioù-mañ ez eus traezhennoù ma c’heller mont diwisk-kaer warno (divizoù a-berzh an tiez-kêr).

Lec’hioù all a zo e-lec’h m’eo asantet daoust ma’z eo diaotre.

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Plage de Kerminihy.
  2. (fr)Plage du Lourtuais.
  3. (fr)Les plages de Mousterlin.
  4. (fr)Plage de Maez an Aod.
  5. (fr)Les plages de Mousterlin.
  6. 6,06,1 ha6,2(fr)Les plages - Naturisme en Pays de Loire.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Naturegezh&oldid=2084406 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp