Gwellaat ar pennad-mañ a vo ret a-raok ma vo gallet lavarout ez eo ur pennad a live holloueziadurel, ken e-keñver danvez, ken e-keñverbrezhoneg. Ma fell deoc'h reiñ hoc'h ali, resisaat petra zo da wellaat, grit epajenn ar gaozeadenn.
Pa vo bet graet ar gwellaennoù e vo ret dilemel ar patrom-mañ.
naouegezh artifisiel
industriezh,seurt teknologiezh,branch of computer science,type of intelligence
Annaouegezh artifisiel[1], penaouegezh alvezel[2], peintent artifisiel[3], zo ur stlenn dispaket gant ardivinkoù urzhiataerel dre intentoù klevet pe gendodet pe drerenet. Enebet e vez d'annaouegezh a gaver en denien hag el loened. Pourvezet e vez anardivinkoù gantmeziantoù skouer,anaoudadur ar gomz hag ar stummoù, reizhiadoù treiñ yezhoù ha dafaroù difetis all.
E-touez implij an naouegezh artifisiel emañluskerioù enklask erWeb (Google eo an anavezetañ), reizhiadoù erbed (implijet gantYouTube,Amazon haNetflix), reizhiadoùkarbedoù emvleinet (Tesla, Waymo), reizhiadoù intent ar gomz (Alexa, Siri), reizhiadoù da verañ an diferañ hag ar c'hevezañ betek al liveoù uhelañ erc'hoarioù strategezh (echedoù,Go). Seul ma teu ar ardivinkoù da vezañ barrekoc'h, seul ma vez dilamet eus termenadur an NA pep elfenn a dennfe d'o naouegezh seurtanvet. Ar "gwered naouegezh artifisiel" eo. Da skouer : ne renker muinanaoudadur optikel arouezennoù e-barzh an naouegezh artifisiel.
Daoust ma 'z eus eus skiant an naouegezh artifisiel abaoe1956, gwagennoù spi-dispi o deus renet e-pad un hir a brantad a reer "goañv an naouegezh artifisiel" anezhañ. Meur a hent zo bet ergerzhet, evel drevezañ anempenn, skoueriañ modoù an diskoulm sevenet gant an denien, ar boelloniezh furmel, diazoù-roadennoù bras diwar-benn anemzoug loen. E derou anXXIvet kantved e teuas disoc'hoù bras diwar implij urzhiataerioù matematikel ha stadegel galloudus-tre.
Meur a dachenn a gaver endiskiblezh-se a zo liammet ouzh ar palioù pe ouzh an ostilhoù arbennik. E-touez ar palioù paotañ emañ erouezadur argouiziegezh, ar steuñvekat, an deskoni, argerzh al lavar pe areg naturel, ar merzherezh, hag al lakaat an traezoù da vezañ dilec'hiet hag embregatet. Met e-touez ar palioù da dizhout war hir dermen emañ an naouezh hollek, da lavaret eo bezañ gouest da zegas un diskoulm da bep kudenn dic'hortoz. Kalz teknikoù zo bet ergerzhet gant an enklaskerien : gwellekadur an enklask, ar gwellekadur matematikel, ar boelloniezk furmel, rouedadoù neuron artifisiel, hag an hentennoù stadegel, amkanioù an tebegezh hag ar meizadoù armerzhel.
Diazezet war ur vartezeadenn eo bet pazennoù kentañ an enklask, hini deskrivadur naouegezh an Den a c'hellfe bezañ ken resis ha m'eo posupl ober e-keñver ar ardivinkoù ma vije kavet un doare d'e zrevezañ. Kaset e voe ar gudenn war an dachenn brederouriezhel, ha lennegel ivez, dre ma voe degaset aon ar boudoù artifisiel dizouj a c'hellfe bezañ fardet. Met daoust d'ar mojennoù ha d'an danevelloùdiarweladel e klasker krediñ ma vo an naouegezh artifisiel troet war an tu mat a-blom gant emzalc'hioù a-feson.