*Diwar-bennNafarroa Uhel, peNavarra Uhel, eo ar pennad-mañ. Evit kementNafarroa peNavarra all, sellit ouzhNafarroa (disheñvelout).
Kartenn fizikel Nafarroa
Navarra, e brezhoneg[1] hag espagnoleg,Nafarroa eneuskareg, peNavarra Uhel,Nafarroa Garaia en euskareg, eo ar vrasañ eus ar 7proviñs a ya d'oberEuskal Herria (Spagn). Ur gumuniezh emren zo anezhi hec'h-unan ivez. Iruña peIruñea (Pamplona e spagnoleg) eo ar gêr-benn.
Kumuniezh Forel Navarra (Comunidad Foral de Navarra enspagnoleg,Nafarroako Foru Erkidegoa/Komunitatea eneuskareg) zo unan eus 17kumuniezh emrenSpagn, dezhi ur statud a emrenerez abaoe1982.
An teir rannvro yezhel: an euskaregva, ar rannvro gemmesk, ar rannvro dieuskarek, e Nafarroa.Dregantad an euskaregerien e Nafarroa
Yezh ofisiel Nafarroa eo ar c'hastilhaneg. An euskareg avat zo yezh ofisiel en euskaregva, en hanternoz ar vro, un tamm evel e proviñsoùEuskadi. Rak rannet eo Nafarroa e teir rannvro yezhel, hervez al lezenn, alLey Foral del Vascuence, eus 1986, pe Lezenn Foral 18/1986 eus ar 15 a viz Kerzu 1986 diwar-benn aneuskareg[2]), al lezenn a ro ur statud d'an euskareg er vro. Diwar 272 kumun Nafarroa:
64 gumun zo en euskaregva, en hanternoz, ma'z eo kenofisiel an div yezh
98 kumun zo er rannvro gemmesk, ma kaver servijoù divyezhek evit an euskaregerien,
110 kumun zo er rannvro kastilhanek ma n'eus nemet ar c'hastilhaneg da yezh ofisiel. N'eo ket anavezet an euskareg.
Pa vez kenofisiel ar yezh eo anavezet gwir ar c'heodedour d'ober gant an euskareg ouzh ar velestradurezh.