Myanmar (peBirmania), anv leunRepublik Unaniezh Myanmar, a zo ur vro eus reterAzia, bevennet gantSina er biz,Laos haTailand er reter, gantBangladesh hagIndia er gwalarn, haMor Andaman hapleg-mor Bengal er c’hornôg. Kêr-benn ar vro e oaYangon (anvetRangoon gwechall), a-raok bezañ dilec'hiet en ur gêr nevez anvetNaypyidaw.
Eyezh ar vro e reer gant ar gerioùMyanma peBama.Myanma eo ar stumm lennek evit anv ar vro, tra m’eoBama ar stumm komzet, ar stumm pemdeziek. Disheñvel-mat eo ar yezh komzet diouzh ar yezh skrivet eno, evel ma c’hell c’hoarvezout e broioù all ivez. A-gozh eo anavezet ar stummoù"Myanma" ha"Bama". Ar stummBama moarvat en deus roet ar stummoù a zo bet implijet gant an drevadennerien, e portugaleg (Birmânia), saozneg (Burma), hag e yezhoù all c’hoazh. An eil pe egile eus ar stummoù-se ne dalvezont evit gwir nemet da envel bro an dud a gomz ar yezh pennañ (burmeg pebirmaneg). Hini ebet anezho ne dalvez evit ar vro a-bezh, ur vro a zo enni hiziv e-leizh a vinorelezhioù broadel, bet staget ouzh rouantelezh kozh "Myanma / "Bama" gant an drevadennerien saoz.E 1989 e tivizas ar gouarnamant (anvetKuzul da adsevel an urzh) e tlee ar yezhoù all ober gant ar stumm birmanek lennekMyanma evit envel ar vro. An anv ofisiel e yezh ar vro a oa dijaMyanma ha ne cheñche ket. Evit an anv saoznek e oa ret cheñch eusBurma da v-Myanmar. Kinniget e oa bet skrivañ un R e dibenn ar ger evit ma vefe distaget hir ar vogalenn ziwezhañ gant ar saoznegerien. War an taol ne oa ket bet degemeret mat ar c’hemm-se en anv saoznek abalamour ma ne oa ket demokratel ar gouarnamant : an darn vrasañ eus an demokrated, a zo enebourien d’ar gouarnamant, a zalc’h d’ober gant ar stummBurma pa gomzont saozneg ha gant gerioù kar e yezhoù all[1]. Tammig-ha-tammig, koulskoude, eo deuet ar stummMyanmar da vezañ implijet muioc’h-mui er bed saoznek, daoust ma talc’her d’ober gantBurmese evit envel an annezidi. EnAozadur ar Broadoù Unanet e reer, e saozneg, gant an anvadurMyanmar. Gouarnamantoù arRouantelezh Unanet hag arStadoù Unanet avat a zalc’h d’ober gant ar stummBurma. Goude ar bed saoznek eo bet degemeret ar stummMyanmar (peMyanma) e broioù all hag e yezhoù all, e-kichen ar stumm a veze implijet eno diagent (ur stumm heñvel ouzh ar brezhoneg Birmania).
Ur rouantelezh dizalc’h e voe Birmania etre arXVIvet hag anXIXvet kantved. Goude meur a vrezel gant ar Saozon etre1824 ha1886 e voe staget Birmania ouzh impalaeriezh arRouantelezh Unanet ha dont a reas da vezañ ul lodenn eusIndez. E-pad anEil Brezel-Bed e voe aloubet ar vro gant armeoùJapan, skoazellet gant brogarourien a felle dezho en em zizober eus yev Breizh-Veur.
E1948 e teuas ar vro da vezañ dizalc’h. E1962 e voe urtaol-stad gant an arme ha kemeret e voe ar galloud gant ar jeneralNon Win a renas war ar vro e-pad ouzhpenn 26 vloaz. E1988 e voe un taol-stad all, gant soudarded adarre. Abaoe eo renet ar vro gant an arme, dindan renerezh ar jeneralThan Shwe.
Un taol-stad zo kaset da benn gant an arme d'ar 1añ a viz C'hwevrer2021. Bac'het eo bet ar prezidantWin Myint ha ministrez an aferioù estrenAung San Suu Kyi.
- ↑Sellit ouzh lec'hiennoù saoznekAung San Suu Kyi, ar strolladNational League for Democracy peThe National Coalition Government of the Union of Burma