Ganet e voe eSelkirkshire, e gevredBro-Skos, war un atant. Mont a reas daZinedin d'ober studioùmedisinerezh ha dont da vezañsurjian. Kemeret e voe evel surjian e bourzh ul lestr eusKompagnunezh Indez ar Reter, arWorcester. E miz C'hwevrer 1793 e loc'has arWorcester war-zu enezSumatra. Pa zistroas Mungo Park eus Sumatra e 1794 en doa kavet ha studiet spesadoù pesked ha plant a oa dianav da dud Europa betek-henn.
E miz Gwengolo 1794 en em ginnigas Park d'anAfrican Association, ur gevredigezh eusLondrez, evit mont da ergerzhetkornôg Afrika, a-hed ar stêr Niger. Dianav a-walc’h e oa Afrika da dud Europa e dibenn anXVIIIvet kantved : estreget an aodoù ne anavezent koulz lavaret netra. D’an 22 a viz Mae 1795 e loc’has Park diouzhPortsmouth, e kreisteiz Bro-Saoz, e bourzh ul lestr kenwerzh anvetEndeavor, da vont war-zu aod Gambia. D’an 21 a viz Mezheven 1795 e erruas en aber ar stêrGambia ha sevel a reas gant ar stêr da vont en douaroù betek ur c’hontouer anvet Pisania.
D’an 2 a viz Kerzu e kuitaas Pisania da vont war-zu diabarzh ar c’hevandir, gant daou heñcher. Treuziñ a reas diazad ar stêrSenegal. D'an 21 a viz Gouere 1796 e tegouezhas eSégou, war lez an Niger. Diskenn a reas gant ar stêr, betekSilla ha neuze e tistroas war e c'hiz. Erruout a reas betekBamako. E Kamalia, e-kichen, e kouezhas klañv ha chom a reas eno e-pad meur a viz. A-benn ar fin e erruas e Pisania en-dro d’an 10 a viz Mezheven 1797, ha distreiñ da Vro-Skos. Pa zegouezhas eno, e miz Kerzu, e kave d’an holl e oa marv ; dudiet bras e voe an dud o klevet an istor eus e veaj. Un danevell anezhi a voe savet evit an African Association hag embannet e 1799 (Travels in the Interior Districts of Africa). Berzh a reas al levr-se, rak deskrivañ mat a rae ennañ, dre ar munud, an dud hag an traoù en doa gwelet. Evel-se e roe un tañva eus Afrika da dud Europa.
Goude e veaj kentañ e timezas Park hag en em ziazezas ePeebles, e Bro-Skos, da labourat evel mezeg. E diskar-amzer 1803 e voe goulennet outañ, gant ar gouarnamant, ren ur ergerzhadeg all war-zu an Niger. Asantiñ a reas. Studiañ a reasarabeg da c'hortoz an deiz loc'hañ.
Pal an eil beaj ne oa ket mui ergerzhet Afrika met diazezañ galloud Breizh-Veur enni. D'ar mare-se e oa bec'h etreBreizh-Veur haBro-C’hall habrezel etrezo. D'an31 a viz Genver1805 ez eas kuit Mungo Park diouzh Portsmouth gant ur strollad tud all hag erruout en enezGorée d’an 28 a viz Meurzh. Ac'hano e heulias ar stêr Gambia ha degouezhout war lez an Niger e miz Eost. Ne chome nemet unnek Europad bev gantañ da neuze, rak marvet e oa ar re all gant arflus. Eus Bamako e tiskennjont gant ar stêr e bourzh bigi, betek Ségou. Un tamm izeloc'h, eSansanding, ne chome nemet tri anezho. E miz Du e loc'has Park war ar stêr adarre. Gouzout a reer e voe tizhet Tombouctou gantañ. Pelloc'h c'hoazh e erruas e Boussa hag eno e varvas moarvat, e deroù ar bloaz 1806.
E 1827 ez eas mab Mungo Park, Thomas Park, da glask adkavout ar roud eus e dad : dilestrañ a reas war aodPleg-mor Ginea ha mont war-zu Boussa. Met mont a reas diwar wel ha ne zeuas ket en-dro kennebeut.