Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Moskeenn

Eus Wikipedia
Moskeenn Sultanahmet enIstanbul.

Ar voskeenn eo ar savadurrelijiel enIslam.

Ul lec'h pediñ eo evit ar vuzulmaned. Bez' ez eus moskeennoù meur ma teu animam da brezegenniñ e-kerzh lid pennañ ar sizhun (d'arGwener da greisteiz) ha moskeennoù bihanoc'h, ar moskeennoù-karter er c'hêrioù bras pe voskeennoù ar c'hêriadennoù. Par dailizoù hagilizoù-meurEuropa eo perzh ar moskeennoù er bed islamek eta.

Stag ouzh pep moskeenn ez eus urminared(-où), evel ma'z eus urc'hloc'hdi ouzh pep iliz.
Gwechall e pinte an imam ennañ a-benn gervel ar feizidi d'ar bedenn. Hiziv an deiz e vez staliet mikrofonoù e penn ar minared, pe lakaet un enrolladenn da vont en-dro evit seveniñ ar gefridi-se.

Ar vuzulmaned a zeu diarc'hen tre er sal-bediñ, ha treiñ a reont war-du armihrab hag a ziskouez tuMekka.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Moskeenn&oldid=1613303 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp