Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Morlu

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
An nerzh kenstrollet etrebroadel Unan Pemp Mann (CTF-150)
Ar flodad bras breizhveuriek, an nerzh milourel war vor pennañ da vare arBrezel-bed kentañ
An emgav eus ar rouesañ etre floadadoù 5 riez e-korfOberatadenn Enduring Freedom e kreizMor Oman.ITSMaestrale (F 570),De Grasse (D 612);USSJohn C. Stennis (CVN 74),Charles De Gaulle (R 91),Surcouf (F 711);USSPort Royal (CG-73),HMSOcean (L 12),USSJohn F. Kennedy (CV 67),HNLMSVan Amstel (F 831) haITSLuigi Durand de la Penne (D 560).

Urmorlu (pe arme-vor) eo lodennnerzhioù milourel urriez lakaet prest da gas en-droemgannoù diwarlistri brezel pekirri dour ha douar warlennoù bras,morioù hameurvorioù. Warlistri-spluj hanijerezioù lestret e c'hell bezañ graet anoberatadennoùbrezel ma 'z eus ezhomm.
Goude m'en deus bet ar morluioù harpet gant diorren arc'hehenterezhioù hag hini arc'hanolioù hag armisiloù ez a o roll troetoc'h ouzh ar mont pell e berr amzer eget rolloù andifenn hag analouberezh a zo bet o lodkantvedoù-pad. D'ar morluioù eo gwareziñ an hentoù-mor ha bezañ gouest da dagañ porzhioù ha savadurioù war an aod hiziv. Troet eo roll ar morluioù herzel ar morluioù enebour ouzh kas o nerzhioù da bell.Cheñchet eo bet roll morluioù ar 5 riez nukleel pennañ p'o deus gallet sevel unnerzh dibennadiñ e-keñver ar riezoù bihanoc'h o nerzhioù milourel.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
HMSVictory, al lestr brezel war implij koshañ er bed.

Goude m'eo bet ijinet implij arbagoù evit ober brezel e oe klasket kreskiñtizh ha barregezh al listri brezel gantnerzh arroeñvoù, ar re-se embreget gant roeñverien azezet wardostoù anvet argaleoù. EHenc'hres e vezelistri divroeñvegek ha lestrteirroeñvegek a c'helle lestrañ milourien war droad prest da dagañ al listri enebour goude ma oa bet toullet oc'houc'h gant beg arstaoñ. Fardet o deus arRomaned galeoù brasoc'h gant tostoù war beder ha war bemp rez ivez, ar galeoùpederroeñvegek hapemproeñvegek. Ar galeoù hag a veze kaset dre nerzh anavel ivez evit diskuizhañ ar roeñverien a zo bet implijet evit ar brezel betek divezh arGrennamzer hag un tammig pelloc'h war arMor Kreizdouarel. Pa oe posupl lestrañ meur a ganol aes da leuniañ buan e tiorroas ar morluioù milourel dre lien hag ez eas da get ar galeoù milourel. Listri fresk e oa ar galeoù ken ne c'hellent ketmerdeiñ war ar meurvorioù nag e-pad argoañv kennebeut.

Morluioù ar bed

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Morlu&oldid=2115812 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp